Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/545

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



SONJIT ERVAD

Abaoue sant Dominik, n’e ket hebken a villerou, mes a vilionou eo e c’heller kounta ann dud a zo bet dleourien euz ho zilvidigez d’ar rozera pe d’ar chapeled. Dalc’hit mad eta d’ann devosion-ze. Eunn dra gaer eo zur gouzout lenn ha kaout eul levr da heul ann offisou, mes arabad eo d’hoc’h evit kement-se ober fae var ar rozera pe ar chapeled. Goaz a ze d’ar re o deuz mez o tispaka ho japeled ! Ar Verc’hez d’he zro e devezo mez oc’h anaout anezho evit he bugale, ha ma n’int ket anavezet gant ar Verc’hez evit he bugale, penaoz e c’hellint-hi mont d’ar baradoz ? En em lakit e breuriez ar rozera ma n’emaoc’h ket c’hoaz ennhi, pe, mar oc’h euz aoun na gemerfac’h eur garg re bounner oc’h en em lakaat er vreuriez-se, livirit da vihana ho chapeled eur vech enn amzer, evel : da zul ha da c’houel da c’hortoz ann offerenn pe ar gousperou da viska, pe, dioc’h ann abardaez, goude ann offisou.





ar pemped devez a viz eost


GOUEL INTROUN-VARIA-ANN-ERC’H
————


Enn amzer ar pab Liber, e tro ar bloaz tri c’hant hanter-kant, ez oa e Rom eunn den devot ha pinvidik euz a vouenn ann noblans koz euz a gear. Ann den-ze a ioa Iann he hano. Dimezet oa pell a ioa ; mes n’en doa ket a vugale ha n’edo mui enn oad da gaout. Var gement-se he c’hreg hag hen en em glevaz ho daou da ober ho heritourez euz ar Verc’hez ; rak he c’hreg a ioa ive eur vaouez a zoujans Doue. Mes nec’het oant o klask gouzout pe seurt implij a vije guella gant ar Verc’hez a rajent euz ho danvez, ha ne ehanent da bedi, da iun ha da rei aluzenn d’ar paour evit anaout he bolontez var ar poent-ma.

Mamm Doue a zelaouaz erfin mouez ho fedennou, ho iuniou hag ho aluzennou, hag eunn nozvez, etre ar pemp hag ar c’houec’h a viz eost, ec’h en em ziskouezaz da bep hini anezho dre ho c’housk, enn eur lavaret oa he bolontez hag hini he Mab ma lakajent sevel eunn iliz nevez enn he henor var menez Eskuilin, er plas a gavchent goloet a erc’h dioc’h ar mintin.