Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/536

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

eunn eal o tiskenn euz ann env, hag eur sklerijenn gaer o para er prizoun. Ann eal, o veza dihunet ann Abostol, a lavaraz d’ezhan : « — Savit alese, guiskit ho tillad hag ho poutou, ha deuit d’am heul. » Sant Per a zentaz, mes heb gouzout d’ar just pe hen a ioa oc’h huvreal pe n’edo ket. Goulskoude ar chadennou a ioa kouezet dioc’h he zaouarn kerkent ha m’en doa komzet ann eal outhan, hag o veza tremenet ebiou d’ar c’henta ha d’ann eil rumm goardou, ec’h erruaz asambles gant he goumpagnoun dirak ann or houarn a skoe var gear. Ann or-ma a zigoraz dirazho anezhi he-unan, ha pa ouent eat er meaz ann eal a gendalc’haz da gerzet araok ann Abostol betek ar penn all d’ar ru ; mes divar neuze n’en em ziskouezaz mui. Kerkent sant Per a deuaz ennhan he-unan, hag a lavaraz : « — Brema e velann ervad en deuz digaset Doue he eal evit va zenna euz a dre zaouarn Herodes hag ar Iuzevien. »

Ann Abostol a ieaz goudeze da c’houlenn digor da di eur c’hristen hanvet Mark, el leac’h m’az oa kalz tud fidel o pedi asambles. Evel ma skoe var ann or, eur plac’h iaouank, he hano Rhode, a deuaz da velet piou a ioa. Ar plac’h iaouank-se, o veza anavezet mouez sant Per, e devoue kement a joa mare daz dioc’htu, heb digeri ann or, da lavaret d’ar re all : « — Ema Per ahont. » Mes ar re all ne felle ket d’ezho he c’hredi. Goulskoude, o veza ma kendalc’he sant Per da skei, e teujont erfin da zigeri, hag e chomjont mantret-holl dirak ann Abostol. Neuze sant Per a gountaz d’ezho ar mirakl en doa great Doue evit he denna euz ar prizoun, ha goude beza ho c’harget da gas ar c’helou-ze da zant Jakez ha d’ar gristenien all ez eaz adarre er meaz evit en em denna e leac’h all.

Tud fidel Jerusalem a c’hellaz kaout ar chadennou m’oa bet liammet gantho prins ann Ebestel, hag a viraz anezho evel eunn tenzor sakr. Mes er bloaz 439 ann eskop Juvenal ho roaz d’ann impalaerez Eudosii, a ioa deuet, euz a Gonstantinopl da Jerusalem da zeveni eur veu great ganthi. Ann impalaerez-ma ne zalc’haz nemed unan euz ar chadennou-ze, hag a gasaz eben d’he merc’h