zonj enn he spered hag eunn ioul enn he galoun : savetei
ann eneou. Setu perak e lavare avechou oa guell ganthan
kendelc’her da labourat evit gloar Doue ha silvidigez he
nesa, heb beza sur da veza salvet he-unan, eget mervel
dioc’htu o veza sur da vont var ehun d’ar baradoz.
Ar zant-ma en devoue ann eur da velet he Urs oc’h en em astenn dre ar Frans, ann Itali, ar Spagn, ar Portugal, ann Allemagn, ha betek enn Azii,enn Afrik hag enn Amerik. Mervel a eure e Rom leun a veritou d’ann 31 a viz gouere 1556, oajet a bemp bloaz ha tri-ugent.
Da genta. — Bez’ez euz vertuziou kuzet ha vertuziou all hag o deuz kalz a sked : ar re genta a garann ar muia.
D’ann eil. — Pegen dister, peger vil e kavann-me ann douar pa zellann ouz ann env !
D’ann trede. — Digemerit bepred gant dousder eunn ene ankeniet ; evit he gonzoli eo e teu Doue d’hen digas d’ehoc’h.
D’ar pevare. — Ann nep enn deuz eur guir zentidigez a zo joa ganthan beza gouarnet.
ar dro ar bloaz 44 goude ginivelez hor Zalver, ar roue
Herodes Agrippa a c’houezaz tan ar bersekusion a
enep ar gristenien, enn esper beza deuet mad gant ar
Iuzevien. Rei a eure urs da zibenna sant Jakez, breur da
zant Iann, ha goudeze e reaz prizounia sant Per enn
eur c’hourc’hemenn stard teuler evez mad anezhan :
sonj en doa d’hen lakaat ive d’ar maro goude goueliou
Pask. Mes ann Iliz ne ehane da bedi evit he c’henta
pastor, ha Doue a zelaouaz he fedennou.
Enn noz kent ann devez ma tlie Herodes he gas d’ar maro, sant Per a ioa kousket e kreiz etre daou zoudard, he zaouarn liammet gant diou jadenn, ha goardou e tal ann or o tiouall ar prizoun dioc’h ann dianveaz. Ha setu