Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/537

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

a ioa dimezet e Rom d’ann impalaer Valantinian. He merc’h o veza diskouezet d’ar pab ar jadenn e devoa resevet, ar pab a ziskouezaz d’ezhi d’he dro eur jadenn all hag a ioa ken din a henor ; rak gant ar jadenn all-ma oa bet ive liammet sant Per keit ha m’oa bet er prizoun e Rom araok beza koundaonet d’ar maro.

Neuze ar pab a lakeaz ann diou jadenn enn eur genver, ha kerkent, o burzud ! ann diou jadenn-ze en em stagaz ann eil ouz eben anezho ho-unan, enn eunn hevelep feson ma ne reant mui nemed eur jadenn hebken, heb na vije den ebed goest da lavaret penaoz hag e pe leac’h oant en em zoudet. Ar mirakl-se a greskaz c’hoaz ann devosion o devoa dija ar gristenien evit chadennou sant Per, ha raktal e oue savet eunn iliz nevez e Rom evit ho gorren : ann iliz-ma a zo bet hanvet a-c’houdevez ilis sant Per enn Ereou pe er Chadennou.

Ar chadennou-ze o deuz ar vertuz da barea ar re glanv ha da bellaat ann drouk-sperejou. Er bloaz 949, eunn dijentil euz ann Allemagn, mignoun d’ann impalaer Othon-ar-Braz, a ioa eat ann diaoul enn he gorf. Ken truezuz oa he zoare ma’c’h en em zraille he-unan gant he zent. Mes digaset e oue da Rom dre urs ann impalaer, ha kerkent ha ma oue lakeat chadennou sant Per enn dro d’he c’houzoug, ann diaoul a dec’haz diouthan enn eur iudal.


SONJIT ERVAD

Sant Per a ioa kousket c’houek pa deuaz ann eal d’he zihuna enn he brizoun, petra bennag ma tlie beza lakeat d’ar maro antronoz. Mes he goustians ne rebeche netra d’ezhan hag he holl fizians a ioa e Doue; rak-se n’en doa ket aoun rak ar maro. Mar karfac’h poania da veva bepred e gras Doue hag en em abandouni a greiz kaloun etre daouarn he Brovidans, e ve eaz d’ehoc’h ive kousket ato dizoursi ; rak petra c’hellfe neuze ober aoun d’ehoc’h ?