Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/502

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

a eure enn eunn taol kount evel eunn all enn he blas, ha raktal e sonjaz kuitaat ar bed a-grenn evit en em rei holl da zervich Doue. Kamill a ioa d’ann ampoent o ren he bemp bloaz var ’nn ugent.

Ann Tadou euz a Urs sant Fransez hen resevaz enn ho c’houent ; mes eur gouli en doa enn he c’har hag a viraz ne oue dalc’het. Goulskoude ar gouli-ze a deuaz da zerra, hag e oue resevet adarre ; mes laosket e oue da vont kuit evit ann eil guech abalamour he c’houli a ioa digoret a nevez. Neuze e skoaz da Rom, el leac’h ma’z oa eunn hospital evit ann dud klanv n’euz pareans ebed evitho. Enn hospital-ma e kavaz repu, hag e tremenaz pevar bloaz o servicha ar re o devoa eur c’hlenved bennag henvel ouz he hini. Noz-deiz e veze var ho zro, hag he-unan e rea ho gueleou, e skube ho c’hamprou hag e louzaoue ho gouliou. Mes muioc’h a zoursi a gemere c’hoaz euz ho ene eged euz ho c’horf, ha pa vezent toc’hor, ne esperne netra evit ho zikour da gaout eur maro mad. Abarz ar fin e oue lakeat da vestr var ar zervicherien all ha karget euz a c’houarnamant ann hospital.

Hogen, ar zervicherien all ne reant ho labour, ann darn vuia anezho, nemed evit gounit arc’hant, hag ann dra-ze a rea kalz poan da Gamill. Setu perak e sonjaz sevel eur goumpagnunez a dud a volontez vad evit entent ouz ar re glanv dre garantez hebken evitho hag evit Doue. Hor Zalver a ziskouezaz pegement e plije ar zonj-ma d’ezhan, enn eur astenn he zivreac’h etrezek ar Zant divar eur grusifi, hag evit he c’has da benn, Kamill en em lakeaz dioc’htu er skol etouez ar vugale, petra bennag m’oa dija daou vloaz ha tregont ; rak ankounac’heat en doa ann nebeut en doa desket enn he vugaleach. Gant sikour gras Doue ne oue ket pell evit ober he studi, hag o veza bet beleget en devoue erfin ann eur da zevel, n’e ket hebken eur goumpagnunez a dud a volontez vad, mes eunn Urs nevez a venac’h evit servicha ar re glanv, ha dreist holl ar re a veze var ho zremenvan.

Kamill n’en devoue, da genta, nemed daou goumpagnoun ; mes niver ar re-ma a greskaz kement ma ouent