zervicher dre eur burzud a ioa c’hoarvezet enn iliz epad
m’edo ar pab oc’h offerenna dirak ann impalaer. Raktal
ar pab hag ann impalaer a deuaz ho-unan da Velet korf
ar Zant, ha goudeze e teujont ive d’ann enterramant.
Divezatoc’h, palez tad Aleksis a oue great eunn iliz anezhan,
hag enn iliz-se ez euz c’hoaz hirio eur bazenn
bennag euz ann deleziou m’en doa he vab bevet dindanho
epad seitek vloaz evel eur paour keaz. Maro ar zant-ma
a erruaz e tro ar bloaz 404 pe 414.
Doue he-unan eo a lakeaz sant Aleksis da dec’het euz ar gear deiz he eured, hag abalamour da ze n’en devoue ket a bec’hed oc’h ober ar pez a reaz. Mes ann nep a rafe kement all euz he benn he-unan en defe pec’hed braz ; rak lezenn Doue a lavar e renk ann den kuitaat he dad hag he vamm, da lavaret eo kuitaat peb tra, evit beva gant he bried.
amill a ioa ganet e rouantelez Napl enn Itali er bloaz
1550. Bihanik oa c hoaz pa varvaz he dad hag he
vamm, hag o veza n’en doa mui den ebed d’he gelenn,
ec’h en em lezaz buhan da veza trec’het gant he dechou
fall. Enn he iaouankiz ec’h heuliaz ann arme ; mes ken
troet oa var ar c’hoari ma kollaz heb dale kement tra en
devoa, betek zoken he gleze, he vantell hag he roched.
Neuze e renkas astenn he zorn evit beva, petra bennag
ma’z oa a lignez nobl, ha goudeze ec’h en em lakeaz da
zarbar ar vansounerien a ioa o labourat e Siponto enn
eur gouent euz a Urs sant Fransez.
Doue a ioa eno ouz he c’hedal. Eunn devez, unan euz ann Tadou a gomzaz outhan gant kement a nerz ma tirollaz da vouela gant eur c’heuz braz d’he bec’hejou, hag enn eur c’houlenn pardoun euz a greiz he galoun. Chench