Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/503

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

stank abarz nemeur e kement korn a ioa enn itali. Hen a oue lakeat da zuperior varnezho holl ; mes rei a reaz ann dilez euz he garg evit kaout muioc’h a amzer da entent ouz ar re glanv ; rak eno edo he holl blijadur. Ho zervicha a rea peurvuia var bennou he zaoulin abalamour ma vele Jezuz-Krist he-unan e peb hini anezho.

Ken dous, kel laouen ha ken truezuz oa ouz ann holl ma oue leshanvet ann Eal. Evit guir, ann elez her c’harie evel ho breur ; rak he ziouall a rejont dioc’h meur a zrouk enn eur feson burzuduz. Goulskoude, mar d-oa ato chentil e kenver re all, ez oa, er c’hountrol, bepred rust enn he genfer he-unan. Kement e kastize he gorf dre ar binijenn ma ne oa mui nemed ar relegou anezhan.

Var fin he vuez en devoue pemp klenved hirr ha poaniuz, hag ar c’hlenvejou-ze a hanve Pemp trugarez Doue. Mervel a eure erfin e peoc’h gant hanoiou Jezuz ha Mari var he vuzellou, d’ar 14 a viz gouere euz ar bloaz 1614, oajet a bemp bloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a ioa ken troet var ar c’hoari enn he iaouankiz ma kollaz kement tra en devoa, ha ma renkaz goudeze astenn he zorn evit beva. N’e ket difennet ober eur c’hoari honest bennag evit diskuiza dioc’h al labour pe diverra ann amzer ; ar pez zo difennet eo staga re ar galoun ouz ar c’hoariou hag en em lakaat e riskl da goll re a arc’hant. Evelse, eunn devezour pe eur mevell, hag a risklfe er c’hoari da zul kement guennek en deuz gounezet var ar zizun, en defe zur pec’hed ha pec’hed braz ; mes ann dud pinvidik a c’hoarife outhan o defe c’hoaz goasoc’h pec’hed. Ann eil rumm hag egile anezho a gafe guelloc’h dispign d’ober euz ho arc’hant. Nag a voal-euriou a ziguez varlerc’h ar c’hollou braz great er c’hoari !