Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/457

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann tregontved a viz even


SANT PAOL, ABOSTOL
————


Goude beza bet gounezet d’ar feiz er feson m’on euz merket d’ar pemp var’nn ugent a viz genver, sant Paol en em lakeaz dioc’htu da brezeg ann Aviel e Damas. Kement hini her c’hleve a ioa souezet ; rak ann holl a c’houie peger kounnaret oa diagent a enep relijion Jezuz-Krist. Ar Iuzevien, o velet e tifenne brema ar relijion-ze, a gemeraz kaz outhan hag a glaskaz ann tu d’he lakaat d’ar maro. Mes ann dud fidel hen diskennaz enn eur baner dreist mogeriou kear, hag evelse e c’hellaz en em denna euz a dre zaouarn he enebourien.

Neuze ez eaz da Jerusalem da velet sant Per, hag e chomaz pemzek dez e ti ann abostol-ma. A benn pevar bloaz goude, edo e kear Antioch asambles gant sant Barnabas pa lavaraz ar Spered-Santel dispartia Barnabas hag hen evit al labour en doa da rei d’ezho. Al labour-ze oa prezeg ar feiz d’ar baianed, ha sant Paol a stagaz d’ezhan raktal.

He genta beach abostolik a reaz enn enez Chipr hag enn Azii-Izela asambles gant sant Barnabas ; ar veach-ma a badaz tri bloaz. Goudeze e tremenaz pevar bloaz o prezeg er Sirii hag er Judee. Da fin ar pevar bloaz-se e skoaz adarre etrezek ann Azii-Izela, hag ac’hano ez eaz d’ar Masedoan ha d’ar Gres. Ar veach-ma a badaz hirroc’h eged ar genta ; goulskoude ne oue ket ann diveza. Pa oue echu, sant Paol a jomaz tost tri bloaz e kear Ephez ; mes goudeze e reaz c’hoaz eunn trede bale abos-