Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/456

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Goude beza resevet ar Spered-Santel da zeiz ar Pantekost, sant Per a brezegaz da genta er Judee. Hogen, ker brudet oa dre he viraklou ma tigaset var he hent, pa veze o tremen dre eur ru pe eur blasenn bennag, tud klanv ha tud mac’hagnet, guele hag all, enn eur gredi e vijent pare ma c’hellje ar skeud anezhan hebken tizout beteg ennho. Goudeze ez eaz da Antioch, el leac’h ma chomaz seiz vloaz, hag ac’hano e teuaz da Rom. Rom oa d’ar mare-ze ar gear-benn pe ar vestrez-kear euz ar bed paian, hag abaoue eo ar gear-benn pe ar vestrez-kear euz ar bed kristen.

Tost da bemp bloaz var’nn ugent a ioa m’en doa sant Per savet eno he gador a eskop hag a bap pa oue koundaonet d’ar maro gant ann impalaer Neron, er bloaz pemp pe c’houec’h ha tri-ugent goude donedigez hor Zalver. Ar zetans a zouge e vije staget ouz ar groaz ; mes hen a c’houlennaz ma vije da vihana lakeat he benn enn traon ; rak n’en em gave ket din da vervel egiz m’oa maro he Vestr, ha setu ar pez a oue great.


SONJIT ERVAD

Sant Per en deuz nac’het Jezuz-Krist a benn teir guech, hag hen bet test euz he viraklou, hag hen bet keit all o veva enn he goumpagnunez, hag hen bet choazet ganthan evit beza ar mean-fount pe ar mean-diazez euz he Iliz ! Piou a c’hellfe goudeze kounta var he nerz hag he vertuz he-unan ? Ah ! beillomp ha pedomp, n’euz fors piou e vemp ; sempladurez ann den a zo ker braz !... Mes, ma vemp kuezet ec’hiz sant Per, eveldhan savomp gant fizians, hag e vezimp digemeret mad.