braz. Da vihana sant Per n’en doa ket c’hoaz resevet ar Spered-Santel d’ann ampoent, e leac’h kristenien hon amzer-ni a bec’h eveldan goude beza bet ar c’hras kaer-ze. Goulskoude, Jezuz o veza great eur zell var ann abostol keaz, hema a anavezaz dioc’htu ar grevuzded euz he faot hag a zirollaz da vouela. Kounta a reer e vouelaz ken dourek epad ann nemorant euz he vuez ma’z oa kaniet he zivoc’h gant ann daelou a skuille.
Goude m’oa savet euz a varo da veo, hor Zalver en em ziskouezaz da zant Per enn he bart he-unan araok en em ziskouez d’ann ebestel all. Ann dra-ma a ioa eur merk sklear evithan oa dija pardounet. Evelato, abarz beza karget evit mad da c’houarn ann Iliz e plas he Vestr, e renkaz rapari enn eur feson solanel ar skouer fall an doa roet o nac’h anezhan a benn teir guech.
Eunn devez m’oa en em ziskouezet d’he holl ziskibien asambles, Jezuz a gomzaz evelhenn oc’h sant Per : « — Simon, mab Iann, va c’haret a rit-hu muioc’h eged ar re-ma ? » sant Per a respountaz : « — O va Mestr, c’houi a c’hoar e karann ac’hanhoc’h. » « — Mad, eme hor Zalver, bezit pastor va oaned. » Neuze Jezuz a c’houlennaz outhan evit ann eil guech : « — Simon, mab Iann, va c’haret a rit-hu ? » Sant Per a respountaz evel ar vech genta : « — O va Mestr, c’houi a c’hoar e karann ac’hanhoc’h. » « — Mad, eme hor Zalver adarre, bezit pastor va oaned. » Erfin, Jezuz a c’houlennaz outhan evit ann drede guech : « — Simon, mab Iann, va c’haret a rit-hu ? » Sant per en devoue poan o klevet hor Zalver o c’houlenn ann dra-ze outhan evit ann drede guech, ha setu hen ha respount : « — O va Mestr, c’houi a anavez peb tra hag a c’hoar ervad e karann ac’hanhoc’h. » « — Mad, eme Jezuz enn dro-ma, bezit ive pastor va danvadezed. »
Ann oaned a zo hano anezho ama eo ann dud fidel hag ar veleien, hag ann danvadezed eo ann eskibien. Dre ar c’homzou-ze eta sant Per a oue lakeat gant Jezuz-Krist da bastor, n’e ket hebken var ann dud fidel hag ar veleien, mes var ann eskibien ho-unan, da lavaret eo, var ann Iliz enn he fez.