Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/458

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

tolik e kement bro m’oa bet dija hag e meur a vro all ouspenn.

Hogen, ne c’houfe den niveri ann eneou a c’hounezaz da Zoue epad ann holl beachou-ze, ha ne c’houfe den lavaret ken nebeut pegement a boaniou en devoue da c’houzanv. Kaout a eure var he hent a bep seurt danjeriou, evel a verk he-unan enn he liziri : danjeriou var vor ha danjeriou var zouar, danjeriou e kear ha danjeriou var ar meaz, danjeriou a berz ar Iuzevien ha danjeriou a berz ar baianed, danjeriou a berz al laeroun ha danjeriou a berz ar gristenien fall pe ar fals breudeur. Aliez e oue lakeat er prizoun, goloet he gorf a c’houliou ha dare d’ezhan mervel.

A benn pemp guech, en devoue nao ha tregont taol baz digant ar Iuzevien ; eur vech e oue bannet mein outhan evit he laza, teir guech e oue skourjezet, teir guech all e reaz pense, hag eunn droiad e oue eunn devez hag eunn nosvez e goeled ar mor.

Mes sant Paol ne rea van ebed evit kement-se: « — Ne vevann nemed evit Jezuz-Krist, emezhan, ha guell a ze evidon mar teuann da vervel. » He galoun a verve gant ar garantez en doa evit he Zoue hag he Zalver. « — Piou, emezhan c’hoaz, a c’hello diframma euz va c’haloun ar garantez am euz evit Jezuz-Krist ? Trubuillou hag ankeniou ar vuez-ma ? Ann naoun, pe ann dienez, pe ar c’hleze savet azioc’h va fenn ? Nann, sur ounn nag ar poaniou a vrema, nag ar re a zo c’hoaz da zont, ne lamint biken euz va c’haloun ar garantez am euz evit Doue enn hor Zalver Jezuz-Krist. »

Doue a rekoumpansaz ann abostol kalounek o karga anezhan a c’hrasou dreist-ordinal. Bez’en devoue da genta ann donezoun a viraklou, hag evit parea ar re glanv n’oa ken da ober nemed lakaat varnho tammou dillad hag a veze bet enn dro d’ezhan. Mes Doue a reaz kaeroc’h c’hoaz enn he genver : eunn devez e oue douget betek ar penn huela euz ann envou, ne c’houie ket he-unan pe gant he gorf pe heb he gorf oa, hag eno e klevaz traou ha ne c’hell ket teod ann den komz anezho, keit emaint dreist ar pez a c’heller da zonjal er bed-ma.