Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/352

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

a felle d’ezhan ato gouzout petra lavare he bried pa’z ea da govez. Ober a reaz c’hoaz eunn ese all evit klevet ann dra-ze gant ar Zant, hag o veza manket he daol evel ar guechou kenta, ez eaz kement a zrouk ennhan ma roaz urs da veuzi ar c’honfesour fidel er ster a dreuz kear Brag. Pa deuaz ann noz eta, Iann Nepomuseen a oue liammet d’ezhan he zaouarn hag he dreid, ha stlapet er ster-ze var he benn divar eur pount braz a zo varnhi : ann dra-ma a erruaz d’ar 16 a viz mae euz ar bloaz 1383.

Goude m’oa beuzet, korf ar Merzer a zavaz var c’horre ann dour, ha kerkent e oue remerket eur sklerijenn gaer o para aziouthan. Dioc’h ar sklerijenn-ze e oue anavezet e pe leac’h edo, hag antronoz ar jalonied a ieaz di d’he gerc’hat evit he enterri gant eur zolanite vraz.

Tri c’hant vloaz divezatoc’h, e oue digoret ar bez, hag e oue kavet teod ar Zant ker fresk ha teod eunn den hag a zo o paouez tremen. Doue a ziskleriaz c’hoaz santelez he zervicher dre eur maread miraklou all.


SONJIT ERVAD

Ar pez a gounter d’ar belek er gonfesion a jom eno, ha biken roue na barner ebed ne c’hellfe lakaat eur c’honfesour da derri ar ziell sakr a zo lakeat gant Doue var he vuzellou. Histor ann Iliz a zo leun a desteniou hag a ziskouez sklear, evel buez sant Iann Nepomuseen, eo bet ato ar veleien, e peb amzer hag e peb bro, prest da c’houzanv mil maro kentoc’h eget diskuill ar pez ne c’houient nemed dre ar gonfesion. N’euz fors eta pe seurt pec’hejou o pefe great, n’oc’h euz ket a leac’h da gaout aoun oc’h anzao anezho pa’z it da govez.




ar seitekved devez a viz mae


SANT PASKAL BELON


————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Spagn, hag a oue hanvet Paskal abalamour m’oa ganet da zul Fask. O veza m’oa paour he dud, ne c’hellaz ket mont d’ar skol ; mes kaout a eure mistri a volontez vad da zeski d’ezhan he lizerennou, hag evelse e teuaz heb dale da