Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/353

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

c’houzout lenn. Pa veze o tiouall al loaned, rak n’en devoue ken micher nemed hounnez enn he vugaleach hag enn he iaouankiz, e tremene he holl amzer o pedi pe o vedita, pe o lenn eul levr devot bennag ; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da deuler evez euz he loaned.

Goude beza chomet eur pennad er gear, ec’h en em lakeaz e servich eunn den pinvidik euz ar vro. Ann den-ma n’en doa ket a vugale, hag a zonjaz ober he heritour anezhan. Mes Paskal a reaz fae var ann heritach-se evit en em rei holl da Zoue.

D’ann oad a bevar bloaz var’nn ugent e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent euz a Urs sant Fransez. Ne oue ket pell eno na oa ar venac’h kosa ha santela souezet o velet he zevosion, he spered a binijenn, hag he aked da holl deveriou he stad. Ar venac’h-se o doa c’hoant e kemerje ann Ursiou sakr evit ma vije e renk ann Tadou ; mes hen a oue guell ganthan chom ato e renk ar Frered pe ar Breudeur.

O veza m’oa bepred humbl, sentuz, laouen ha chentil e kenver ann holl, e veze karget peurvuia da ziouall ann or pe da zervicha taol. Avechou evelato e veze kaset ive da labourat er jardin pe er gegin ; avechou all c’hoaz e veze kaset var dro ar re glanv pe ann estranjourien, hag avechou all erfin e veze kaset da drouc’ha keuneud. N’euz fors peger ien e vije, ne zouge morse nemed eur zae, ha morse ken nebeut ne veze boutou ebed ganthan : ne lakea netra enn dro d’he dreid evit bale e kreiz ann erc’h, ar vein pe ar spern.

D’ar mare-ze, superior jeneral Urs sant Fransez a ioa e Paris, ha superior ar gouent el leac’h m’edo ar Zant en doa ezomm da skriva d’ezhan ; mes nec’het oa o klask gouzout da biou rei he lizer da gas ; rak eur manac’h a riskle neuze he vuez o treuzi ar Frans abalamour d’ar freuz a rea eno ann hugunoded pe ar brotestanted. Paskal en em gargaz euz ar gefridi-ze gant joa, ha setu hen enn hent, diarc’henn hervez he gustumm. Euruz e vije bet da skuill he c’hoad evit ar feiz ; mes Doue ne roaz ket d’ezhan ar c’hras-ma.

Poan aoualc’h en devoue goulskoude epad he veach.