Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/34

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

tan e ti ar Zant. Ar baotred iaouank a ioa eno a varvaz e kreiz ar flammou. Julian a oue skourjezet goudeze enn eur feson didruez, ha koundaonet erfin da veza dibennet. He verzerenti a erruaz er bloaz tri c’hant trizek.


SONJIT ERVAD

Ann holl n’int ket galvet da viret ar virjinite er stad a briedelez evel o deuz great sant Julian ha santez Basilis ; mes ann holl a dle poania d’en em zantifia hervez ar stad m’en em gavont ennhan. Mar d’oc’h dimezet, bevit er stad-se evel guir vugale da Zoue, n’o deuz ken ioul nemed da ober e peb tra bolontez ho Zad a zo enn Env ; ha mar d’oc’h tud iaouank, taolit evez da zelc’her bepred ho kaloun hag ho korf pur dirak Doue : ar burete a laka ann den var ann douar da veza henvel ouz ann elez er Baradoz.



ann dekved devez a viz genver


SANT GUILLOU, ARC’HESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e bourg Arthel enn Niverne, hag a oue savet gant eunn eontr belek a reat ann Ermit anezhan abalamour d’he vuez santel ha pinijennuz. Enn eur skol ker mad, Guillou a deuaz buhan da veza eur c’hrouadur hag eunn den iaouank euz ar re fura hag ar re zevota. O veza bet beleget he-unan, e oue great chalouni a gathedral Soason ha goudeze a gathedral Paris. Mes kuitaat a eure ar c’hargou ze evit en em denna enn eur gouent euz a Urs sant Bernard, hag eno e servichaz heb dale da skouer d’ann holl venac’h all dre he zentidigez, he aked d’ar bedenn hag he spered a binijenn. Ken tenereat e veze he galoun pa lavare, pe pa gleve ann offerenn, ma tirede ann daelou euz he zaoulagad evel ann dour euz a ziou feunteun.

Ar brud euz he vertuziou a reaz he joaz evit abad pe zuperior euz a gouent Chalis, hag er garg-ma e c’hounezaz kalounou ann holl dre he zousder hag he humilite. En em lakaat a rea ken izel hag ann distera euz ar venac’h, ha petra bennag ma kastize he gorf dre ar rusta pini-