Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/35

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

jennou, e veze ato laouen hag ar mouzc’hoarz var he vuzellou. Pemzek vloaz a ioa abaoue m’oa abad er gouent-se, ha sonj mad en doa da achui eno he vuez pa deuaz ar maro da arc’heskop Bourj.

Tud a iliz ar gear-ma a ioa nec’het o klask gouzout piou da henvel enn he blas. Tri a ioa hag a blije d’ezho, mes ne c’houient pehini da joaz euz ann tri-ze. Goulenn a rejont kuzul digant eskop Paris, a ioa breur d’ann arc’heskop maro. Eskop Paris a lavaraz skriva dezhan, var dri damm paper disparti, hanoiou ann tri a blije muia (unan euz ar re-ma oa ann abad santel Guillou), ha goudeze plega ann tammou paper-ze evel ma vez pleget eul lizer ha lakaat ar ziell varnho. Setu ar pez a oue great. Eskop Paris, o veza resevet ann tri damm paper klozet ha siellet, a dremenaz ann noz o pedi Doue, hag antronoz-vintin e lakeaz anezho var ann aoter epad m’edo oc’h offerenna. Pa oue echu he offerenn ganthan ez eaz da velet petra ioa varnho, ha var ar c’henta a zigoraz e kavaz hano Guillou. D’ann ampoent-se zoken, chalonied ann iliz kathedral a ioa en em glevet ive da rei holl ho moueziou d’ar Zant.

Tud a iliz ha pobl Bourj o devoue eur joa vraz pa glevchont petra ioa c’hoarvezet ; ne oue nemed Guillou hag a deuaz tenval he benn pa erruaz ar c’helou-ze betek ennhan. C’hoant en devoue da lavaret nann, mes he zuperiored a reaz d’ezhan asanti da gemeret ar garg m’oa galvet d’ezhi gant Doue.

Eur vech arc’heskop, e kendalc’haz da zougen he zae a vanac’h gant eur c’houriz reun dindan, ha morse ne zebre kig he-unan petra bennag ma veze servichet d’ar re a leine oc’h he daol. Aketuz oa da ober tro he eskopti ha da gelenn ar bobl var guirioneziou ar relijion ; mes ann dra-ze ne rea ket d’ezhan diverra ann amzer a roe d’ar bedenn. He di a veze ato digor d’ar beorien ha da gement hini en devoa eur boan bennag a gorf pe a spered. He blijadur oa rei da zibri d’ar re o doa naoun, loja ann dud a iea da bardouna da eur plas santel bennag, guiska ar re a ioa enn noaz ha mont da velet ar re glanv. Leun oa ive a vadelez hag a drugarez e kenver