Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/33

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

fae var blijadureziou ar bed, oc’h deuet da veza din euz a c’hloar ann Env. »

Goudeze, daou zen guisket e guenn, ha kurunennou gantho enn ho daouarn, a dosteaz oc’h Julian ha Basilis, hag a lavaraz d’ezho : « — Savit enn ho sav; gounezet oc’h euz ar viktor hag ho plas a zo enn hon touez-ni. » Erfin eunn den all, hag hen koz, a lavaraz da Julian lenn ar c’homzou-ma, a ioa skrivet e lizerennou aour enn eul levr a zalc’he enn he zorn : « Julian, o veza disprijet ar bed dre garantez evit Jezuz-Krist, a vezo lakeat he hano etouez ar re a zo disklabez dioc’h plijadureziou ar c’hig, hag hano Basilis a vezo merket var levr ar guerc’hezed, el leach m’ema hano Mari er penn kenta. » Ann diou vandenn eneou euruz, sent ha sentezed, a respountaz asambles : « Evelse bezet great! » hag a zistroaz raktal d’ar baradoz.

Heb dale e varvaz tad ha mamm Julian hag ive tad ha mamm Basilis, enn eur lezel madou braz gant ho bugale. Mes ar re-ma a verzaz ann holl vadou-ze, hag a roaz ar priz anezho d’ar beorien. Goudeze ez ejont da jom peb hini d’he di ; rak bete neuze oant chomet asambles petra bennag ma vevent evel breur ha c’hoar.

Ho ziez a deuaz da veza henvel ouz diou gouent Basilis a gemeraz ganthi eunn toullad merc’hed evit deski d’ezho ar feson da en em zantelaat muioc’h mui, ha Julian a gemeraz ganthan ive eunn toullad paotred iaouank evit ho hencha da vont d’ar baradoz. Ar baotred iaouank-ma hag hen a dremene ho holl amzer o kaout soursi euz ann dud paour hag euz ar re glanv, hag o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Basilis a varvaz e peoc’h a benn eunn nebeut bloaveziou goude ; mes Julian a ioa galvet gant Doue da reseo ar gurunenn a verzerenti.

Eur bersekusion nevez o veza dirollet a enep ar gristenien, Julian a oue kaset gant ar re genta dirak ar barner. Raktal e tiskleriaz, krak ha berr, ne adorje biken ann doueou faoz, nag hen, na nikun euz ar baotred iaouank a ioa o veva ganthan. O klevet eur seurt respount, ar barner a ieaz enn egar, hag a reaz lakaat ann