Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/233

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

da zeski ganthan skiant ar Zent. Niver ar venac’h a greske bemdez, hag abarz nemeur e ouent ouspenn c’houec’h kant.

Eustaz a boanie dreist peb tra da ober d’ezho miret ar reolenn a vuez a heuliet enn amzer sant Kolomban. Ho c’helenn a rea muioc’h c’hoaz dre he oberiou eget dre he gomzou. Evit gouzout penaoz en em zantifia, he ziskibien n’o doa nemed sellet outhan ; rak bez’ez oa evitho eur skouer a bep seurt vertuziou. Ne ehane da bedi ha da iun, ha kastiza a rea c’hoaz he gorf dre galz pinijennou all.

Ann abad karantezuz a zikoure ive ann holl beorien hag ann holl dud klanv divar dro he gouent, hag ato e veze var evez evit pourvei da holl ezommou he venac’h kouls da ezommou ho c’horf evel da ezommou ho ene. Pa vele unan bennag o vont eunn tammik dreist ar roudenn pe o koueza enn eur faot bennag, e kemere truez outhan, hag, e leac’h beza rust enn he genver, e skandale anezhan goustadik ha dre gaer : guell oa ganthan goulenn pardoun digant Doue evit ar breur keaz-se eged he goundaoni dirak ar re all.

Ar zant-ma en devoa kement a ioul da c’hounit eneou da Zoue ma c’hoanteaz mont da brezeg ann Aviel d’ar Bavier, el leac’h ma’z oa c’hoaz eur maread paianed. He brezegennou a zougaz kalz a frouez; mes, epad ann amzer-ze, eur penn fall en doa great eunn tammik freuz enn he gouent: setu ma renkaz distrei buhan d’ar gear. Eustaz ne oue ket pell evit lakaat adarre ar peoc’h etouez he venac’h.

Prest goude e klanvaz, hag epad eur miz dioc’htu en devoue poaniou skrijuz da zivoaska. Mervel a eure leun a veritou er bloaz 625, oajet a dri-ugent vloaz pe var dro, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre veur a virakl.


SONJIT ERVAD

Sant Eustaz a ioa karget a c’houec’h kant manac’h, ha gant kement-se goulskoude ne ehane da bedi. Penaoz eta e c’hellit-hu lavaret n’oc’h euz ket a amzer da lavaret ho pedennou ? Sklear eo n’e ket ann amzer a vank d’ehoc’h, mes ar volontez vad. N’e ket red ober pedennou hirr-hirr : eur bedenn verr great gant devosion a dal hirroc’h dirak