Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/234

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Doue eget pedennou hirr great gant eur spered dizonj hag enn eur drei ar penn enn tu-ma nag enn tu-hont. Piou ac’hanhoc’h ne c’hellfe ket kemeret daou pe dri minut dioc’h ar mintin, ha kement all dioc’h ann noz, evit adori Doue, he drugarekaat ha goulenn diganthan c’hrasou ? Hogen, daou pe dri minut a zo aoualc’h evit lavaret ar Bater, ann Ave, Maria, ar Gredo, ar Gonfiteor, gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz, hag ann aktou ; ha setu ar pez a renker ma n’oc’h euz ket amzer da lavaret muioc’h. Bezit eta aketuz ato d’ho pedennou dioc’h ar mintin ha dioc’h ann noz ; evelse e tennot bennoz Doue var ho labour, e leac’h, ma ne bedit ket, kaer o pezo terri ho korf o labourat, ho poan hag ho labour ne zervichint ket d’ehoc’h da c’hounit ar baradoz.




ann tregontved a viz meurs


SANT IANN KLIMAAK, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa bet skoliet mad enn he vugaleach hag enn he iaouankiz, hag a c’helle ober eur fortun gaer er bed ; rak istimet oa gant ann dud gouiziek euz he amzer abalamour d’he spered lemm ha d’he zeskadurez. Mes ober a reaz fae var henoriou ha plijadureziou ann douar, ha d’ann oad a c’houezek vloaz ec’h en em dennaz var menez Sinai evit en em rei holl da zervich Doue.

Kaout a eure eno eunn ermit koz hag a henchaz anezhan beteg ar vrasa santelez. Iann a zente ouz ann ermit-ma evel eur c’hrouadur ? hag heb dale e teuaz da veza eur skouer a humilite hag a bep seurt vertuziou. He galoun a ioa distag-neat dioc’h peb tra krouet, maro-mik oa d’ezhan he-unan ha n’en doa ken bolontez nemed hini he vestr, na ken ioul nemed da blijout da Zoue o labourat d’en em zantifla bepred muioc’h-mui.

Goude maro ann ermit koz, Iann a ziskennaz divar ar menez. Hiviziken e felle d’ezhan beva he-unan gant Doue, ha setu hen ha mont da jom da eur plas distro el leac’h ne oa den all ebed. Ne oue ket pell eno na oue hanvet Eal ann draonienn ; hag e guirionez he vuez a ioa henveloc’h ouz buez eunn eal eged ouz buez eun den.