Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/232

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann naved var ’nn ugent a viz meurs


SANT EUSTAZ, ABAD
————


Eustaz a ioa ganet er Bourgogn, hag a oue savet gant sant Miet, eskop Langr ; ann eskop-ma a ioa eontr d’ezhan. O velet pegement a riskl a zo d’en em goll er bed, e sonjaz klask eur plas distro bennag evit ober easoc’h a ze he zilvidigez. En em denna a eure eta e kouent Lukseuill evit deski gant sant Kolomban, abad ar gouent-se, ar feson da bignat huel e skeul ar zantelez. Hogen, biskoaz diskib ne reaz muioc’h a henor d’he vestr. Eustaz a garie kement ar binijenn, hag a ioa ken aketuz da bedi Doue ha da viret a boent da boent ar reolenn a vuez a heuliet er gouent, ma servichaz dioc’htu da skouer d’ann holl venac’h all.

Etre daou, ar rouanez Brunho hag he mab bihan Thierri a ordrenaz da zant Kolomban distrei d’ann Irland, he vro. N’oant ket evit gouzanv ar rebechou a rea ar zant-se d’ezho abalamour d’ar vuez fall a renet enn ho falez. Prest goude, Eustaz hag eur manac’h all, he hano Gall, a renkaz ive kuitaat Lukseuill evit tec’het araok offiserien ar roue Thierri. En em denna a rejont var douar roue ann Aostrazii, hag eno e ouent digemeret mad. Kolomban, o veza bet digaset var he giz dre virakl p’edo dija e penn ann hent da zistrei d’ann Irland, a deuaz di d’ho c’haout, ha neuze ez ejont ho zri da brezeg ar feiz e kostez ar Suis.

Epad m’edont er vro-ze, sant Kolomban a glevaz o devoa tud fallakr great skrab e kouent Lukseuill. Raktal e kasaz Eustaz d’ar gouent-se enn eur rei d’ezhan ar garg a abad pe a zuperior. Eustaz, o veza erruet, a zifennaz he vir a enep ar skraberien, ha dre ann dousder euz he gomzou e lakeaz anezho da ziskregi euz ar pez a ioa dija etre ho daouarn. Goudeze e c’houarnaz he gouent gant kement a furnez hag a zantelez, ma tiredet a bep tu