he hano Melithon, a oue lezet abalamour ma’z oa buez ennhan c’hoaz. Ar vourrevien a espere dont a benn divezatoc’h da ober d’ezhan nac’h he feiz. Mes he vamm, o veza digouezet var al leac’h, her sammaz var he diouskoaz hag a ieaz ganthan da heul ar c’hirri, enn eur lavaret dezhan : « — Dalc’h mad, va mab, da boan ne bado mui pell ; Jezuz-Krist a zo ouz da c’hortoz. » Melithon a dremenaz prest goude enn eur vriata he vamm, hag houma neuze a daolaz he gorf etouez korfou ar zoudarded all evit ma vije devet asambles gantho. Merzerenti ann daou-ugent soudard-ma a erruaz er bloaz 320 goude donedigez hor Zalver. Ann dud fidel a zastumaz gant respet al ludu a jomaz anezho.
Ann daou-ugent soudard-ma a zalc’he mad d’ho fost ha ne reant ket eur gammed adren epad ma tec’he ar rest euz ann arme araok ann enebourien. A bep amzer ar zoudarded e guirionez kristen a zo bet ar re vella er vrezel. Tud iaouank a zo enn oad da vont d’ar zervich, ma fell d’ehoc’h eta beza soudarded vad, bezit da genta soudarded kristen. Lakit evez da zelc’her ato ho koustians neat dirak Doue, gant aoun na deufac’h ive, mar bezit galvet d’ar vrezel, da goll var eunn dro ho puez hag hoc’h ene evel ar reuzeudik a ioa hano anezhan bremaik. Nag a geuz n’en deuz ket hirio enn ifern ar zoudard digaloun-ma da veza manket ar gurunenn a ioa ouz he c’hortoz er baradoz ! Nag a geuz n’o pefe ket hoc’h-unan hed ann holl eternite, ma veac’h tizet e stad a bec’hed marvel gant eunn tenn kanol pe eunn tenn fuzuill, o sonjal er gurunenn gaer o pije gounezet enn env o vervel evit ho pro ma vijac’h marvet e gras Doue !
antez Perpetua a ioa ganet e Karthaj, enn Afrik, e tro
ar bloaz l80 goude donedigez hor Zalver. Hervez ann
doare, he mamm a ioa kristenez; mes he zad a ioa
paian hag eur paian aheurtet. Goulskoude e karie Per-