Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/184

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ha da jom eno epad ann noz heb tamm dillad ebed var ho zro. E kichen al lenn, e oue dalc’het dour zomm enn eul laouer bennag evit ann nep a garche nac’h he feiz. Neuze ann daou-ugent soudard a reaz asambles ar bedenn-ma da Jezuz-Krist: « — Emaomp ama daou-ugent var ann dachenn ; roit d’eomp ive daou-ugent kurunenn ! »

E kreiz ann noz, ar goardou a ioa lakeat d’ho diouall a oue gounezet holl gant ar c’hoant kousket nemed unan. Ha setu hema ha guelet eur sklerijenn, skeduz evel ann heol, o para var al lenn, hag eur vandenn elez o tiskenn euz ann env nao gurunenn ha tregont gantho.

Chom a reaz mantret o velet kement all, ha nec’het oa o klask gouzout perak ne oa gant ann elez nemed nao gurunenn ha tregont. « — Ar zoudarded a zo daou-ugent anezho, emezhan outhan he-unan, e pe leac’h eta ema kurunenn ann daou-ugentved ? »

Epad m’edo ar zonj-se o tremen dre he spered, e remerkaz unan euz ann daou-ugent soudard o tont da glask ann dour zomm. Ar reuzeudik-ma n’oa ket bet krenv aoualc’h he galoun evit herzel oc’h ar riou. Hogen, mervel a eure prest goude m’oa en em daolet enn dour zomm, hag evelse siouaz ! e kollaz var eunn dro he vuez hag he ene. Doue en devoa koulzgoude selaouet pedenn ar vezerien zantel.

Ar goard a anavezaz raktal ar virionez euz ar relijion gristen, hag o veza dihunet he gamaladed, e lavaraz d’ezho : « — Me ive a zo kristen. » Kerkent e tiviskaz he zillad dirazho, hag ez eaz var al lenn da gemeret plas ann hini a ioa manket he galoun d’ezhan. Er feson-ze e oue selaouet pedenn ar zoudarded kristen : daou-ugent oant erruet var ann dachenn, ha gant ar goard a ioa en em lakeat enn ho zouez daou-ugent a oue ive kurunet.

A benn antronoz-vintin, ann daou-ugent merzer a ioa sounnet ho izili outho ha dija hanter-varo gant ar riou. Evit ho feur-gas, e oue torret ha bruzunet ho divesker d’ezho a daoliou baz, ha goudeze e oue lakeat ho c’horfou e kirri braz evit ho c’has da zevi. Ar iaouanka anezho,