Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/186

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

petua dreist he holl vugale all. Houma a ioa dimezet hag e doa nevez bet eur c’hrouadur. Ne oa nemed daou vloaz var’nn ugent pa skuillaz he goad evit ar feiz. Hogen, o veza ma skrivaz he-unan histor he merzerenti enn deiz kent he maro, guella tra on euz da ober eo merka ama ar pez e deuz skrivet.

« Araok ma ouenn kaset d’ar prizoun, emezhi, e teuaz va zad d’am c’haout enn esper lakaat ac’hanon da nac’h va feiz. Ha setu me ha lavaret d’ezhan :

« — Va zad, guelet a rit ar pod pri a zo aze ?

— Ia, emezhan, her guelet a rann.

— Daoust, eme ve, hag e c’heller rei d’ar pod pri-ze eunn hano all dishenvel dioc’h arm hini en deuz ?

— Nann, eme va zad, ne c’heller ket.

— Mad, a respountiz d’am zro, na me ken nebeut ne c’hellann beza nemed ar pez ma’z ounn, da lavaret eo, kristenez. »

« Neuze va zad a lammaz ganen egiz p’en devije bet c’hoant da ziframma va daoulagad euz va fenn. Evelato ne reaz nemed va heja ha rei eunn taol bennag d’inn, ha goudeze ec’h en em dennaz mezek abalamour m’oann bet treac’h d’ezhan.

« Prest goude e ouenn kaset d’ar prizoun. Estlammi a riz oc’h erruout enn toull tenval hag heuzuz-se; rak ne c’houienn ket c’hoaz petra oa eur prizoun. Na me a gavaz hirr ann devez kenta ! Ar brizounierien a ioa harp oc’h harp ann eil ouz egile, ha ken tomm oa ma vennet mouga gant ar c’hor. Ouspenn-ze, ar zoudarded a ioa karget d’hon diouall ne ehanent da lavaret a bep seurt traou d’eomp. Evidon-me, ar pez a rea muia poan d’inn oa abalamour n’edo ket va c’hrouadur ganen.

« Dre druez ouzinn, daou avieler karantezuz a c’houlennaz ma vijenn lakeat enn eul leac’h all; ha var bouez paea ker aoualc’h e oue aotreet kement-se gantho. Eno, da vihana, e c’helliz kaout va halan. Ar pez a reaz c’hoaz muioc’h a joa d’am c’haloun oa guelet va c’hrouadur a oue digaset d’inn, rak ne oan nec’het gant netra nemet gant ar bugel paour-ze.

« A benn eunn nebeut deveziou, e veliz va zad o tont