Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/713

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 a Here
705
santez mac’harid-mari alakok

lakaat ober eur gouel enn henor d’am c’haloun, d’ar guener varlerc’h eizved ar Zakramant. Evit selebri mad ar gouel-ze, e tleer kommunia ha goulenn pardoun diganen evit ar fae a zo bet great varnon epad m’edon a vel d’ann holl azioc’h ann aoter. Me ro d’ehoc’h va ger e skuillinn va grasou gant largentez var gement hini am henoro hag a rai d’ar re all va henori evelse. »

Pa’z eaz ar Zantez da gounta ann dra-ze d’he zuperiorez, houma n’he c’hredas ket da genta. Al leanezed all a zonjaz ive edo Mac’harid-Mari oc’h huvreal, hag er meaz euz ar gouent kouls hag er gouent e oue kemeret gant ann holl evit eur randonen pe eur follez.

Mes Jezuz-Krist en deuz lavaret enn Aviel : « — Ann env hag ann douar a dremeno ; va c’homzou-me avad ne dremenint ket. » Mac’harid-Mari a ioa karget gant hor Zalver da lakaat ober eur gouel evit henori he galoun zakr, hag ar gouel-ma a zo selebret hirio e kement korn a zo er bed katholik.

Ar Zantez a deuaz eta a benn euz he labour, kaer en devoue ann ifern klask kaeat outhi, ha bez’e devoue ann eur da velet ann devosion d’ar Galoun-Zakr oc’h en em astenn dija enn he amzer. Hiviziken e c’helle mervel e peoc’h, p’e guir e devoa great ar pez a c’houlenne Doue diganthi, ha d’ar seitek a viz here euz ar bloaz 1690, e roaz he ene d’he c’hrouer a greiz m’edot oc’h he noui. Mac’harid-Mari a ioa neuze o ren he fevar bloaz ha daou-ugent.


SONJIT ERVAD

« Setu aze ar galoun e deuz karet kement ann dud, hag a zo karet gantho ken nebeut !… » Meditit a zevri var ar c'homzou-ze, ha guelit petra oc’h euz da ober evit rapari ho ienien hag hoc’h ingrateri e kenver ar galoun zakr hag adorabl-se. Kement a garantez dioc’h eur c’hostez, ha ken nebeut dioc’h eur c’hostez all : pebez dizurs ha pebez dislealded ! Roit eta pelloc’h d’ho Salver ar pez a dleit d’ezhan hag a c’hortoz diganehoc’h abaoue keit amzer !