ukas a ioa ginidik a Antioch,
hag a studiaz ar vedisinerez enn
he iaouankiz. Eur mestr penturer
oa ive var a gounter, hag ober a
eure seiz taolenn hag a ioa varnho
patrom pe imach ar Verc’hez. Unan
euz ann taolennou-ze a virer c’hoaz
hirio e Rom gant kalz a respet.
Goude ma oue gounezet d’ar feiz, Lukas a reaz koumpagnunez da zant Paol enn he holl veachou abostolik. Evelato bez’en devoue ive ann eur da anaout meur a hini euz ar re o doa heuliet hor Zalver epad he vuez var ann douar, ha deski a eure gantho ar peb brassa euz ar pez en doa great pe lavaret Jezuz-Krist keit ha m’oa bet o prezeg he Aviel, ar pez en doa gouzanvet e Jerusalem ha var menez Kalvar, hag ar pez a ioa c’hoarvezet pa zavaz adarre euz a varo da veo. Lakaat a reaz ann traou-ze holl dre skrid evit kelennadurez ann dud fidel, ha setu al levr a hanver Aviel sant Lukas.
Mes kement-se ne oue ket aoualc’h evit ar zant-ma. Skriva a eure c’hoaz histor ann Ebestel ho-unan, hag enn histor-ma e verk penaoz e pignaz hor Zalver Jezuz-Krist enn env, petra reaz ann Ebestel goude m’oa diskennet varnho ar Spered-Santel, dre be seurt burzudou e teuaz ar feiz d’en em skigna dre ar bed, hag e pe feson e veve ar gristenien genta. Lukas en doa skrivet he Aviel dioc’h ar pez en doa klevet gant diskibien hor Zalver ; mes histor ann Ebestel a skrivaz dioc’h ar pez en doa guelet he-unan.