Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/712

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
704
17 a Here
santez mac’harid-mari alakok

rat he douarou ha da zelc’her ann tiegez enn he flas ; rak hi ne c’houie netra dioc’h al labour douar. Hogen, ann dud-se a falvezaz d’ezho ober ho mistri d’ann intanvez geaz ha d’he bugale, ha Mac’harid-Mari e devoue mil boan gantho. Mes gouzanv a rea he foan heb en em glemm ; rak desket e devoa dija gant he Zalver Jezuz beza bepred dous hag humbl a galoun.

Goulskoude, pa oue enn oad da fortunia, ann dud-se a deuaz da veza chentiloc’h enn he c’henver. Ober a rejont d’ezhi guiska dillad kaer hag en em ziskouez er c’houmpagnuneziou ; rak c’hoant o doa e timezche, hag hennez oa ive c’hoant he mamm. Ar Zantez a oue lakeat nec’het-maro gant ann dra-ze, ha chom a eure eur pennad enn entremar o klask gouzout e pe du trei. Abarz ar fin evelato Jezuz a c’hounezaz ar viktor var he c’haloun, ha setu hi da c’houlenn beza resevet e kouent leanezed ar Vizitasion e Pare-Ar-Monial.

Resevet e oue gant joa, ha raktal e oue remerket ennhi ann holl vertuziou a dle eul leanez da gaout. Goude beza great he veuiou, e oue karget da genta da entent ouz ar re glanv ; goudeze e oue lakeat da ober skol, hag erfin e oue hanvet da veza da dosta d’ar zuperiorez.

Epad ann amzer-ze, hor Zalver he-unan ne ehane da gelenn he zervicherez ha da gomz outhi a greiz ma veze o pedi pe o vedita. Diskouez a reaz d’ezhi meur a vech he galoun zakr dindan furm eunn heol skeduz, hag eur vech all dindan furm eunn tron great gant flammou tan. Enn dro-ma e velet ennhi sklear merk ann taol lans ; var c’horre ez oa eur groaz, ha tro var dro, eur gurunenn spern. Neuze Jezuz a lavaraz d’ar Zantez e felle d’ezhan e vije lakeat imach ar galoun-ze dirak ann dud evit ne jomchent mui kaledet enn ho fec’hed.

Divezatoc’h, enn eur ziskouez he galoun d’ezhi adarre, hor Zalver a ziskleriaz freasoc’h c’hoaz da Vac’harid-Mari ar pez en doa c’hoant a vije great. « — Setu aze, emezhan, ar galoun e deuz karet kement ann dud, hag a zo karet gantho ken nebeut. Mes ar pez a ra muia poan d’inn eo ienien hag ingrateri ar re a zo en em voestlet d’am zervich. setu perak me ho ped da