Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/711

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 a Here
703
santez mac’harid-mari alakok


ann testou faoz, hag a reaz c’hoaz eur maread lezennou all. Konogan a zinaz dre ann hano a Albin pe Albinus, eur ger latin hag a zinifi Guenn e brezounek.

Ar zant-ma a varvaz leun a veritou e tro ar bloaz 469, pe zivezatoc’h zoken, hag he gorf a oue enterret e kathedral Kemper. E parrez Penhars, e kichen ar gear-ma, ez euz c’hoaz hirio eur chapel savet enn he henor, ha d’ar chapel-ze ez eer da bardouna evit beza pareet dioc’h ann derzienn. Rak Doue en deuz diskleriet santelez Konogan, epad he vuez ha goude he varo, dre eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Tud ar zant-ma a enebaz outhan da genta pa ziskleriaz d’ezho en doa c’hoant d’en em rei holl da zervich Doue ; mes abarz ar fin e lezchont anezhan da ober he volontez. Setu aze petra dleit da ober ive, tadou ha mammou kristen, pa lavar ho pugale d’ehoc’h o deuz c’hoant da vont da velek pe da leanez. Enebi a c’hellit outho da genta, gant aoun na ve ann dra-ze nemed eur froudenn a zo tremenet dre ho spered. Mes, mar guelit eo eunn dra lakeat kalet enn ho fenn gant ann Aotrou Doue he-unan, e renkit plega ha lezel anezho enn ho roll ; rak ho pugale a zo da Zoue araok beza d’ehoc’h.




ar seitekved devez a viz here


AR PLAC’H EURUZ MAC’HARID-MARI ALAKOK
————


Ar plac’h euruz-ma a ioa ganet enn eur bourg a eskopti Aotun, hag a gemeraz a-vihanik hent ann huela santelez. A veac’h oa deuet eunn tammik skiant d’ezhi ma’z oa he brasa plijadur en em strinka d’ann daoulin evit rei he c'haloun da Zoue enn eur groaza he daouarn. He devosion ne reaz nemed kreski gant ann oad, hag evit beza henvel ouz Jezuz-Krist, e devoa dija choazet evit pried, ec’h en em lakeaz da ober kement a binijenn ma kouezaz klanv. Mes parea a eure enn eunn taol kount da fin eunn naved e devoa great asambles gant he mamm.

Neuze Doue a zigasaz d’ezhi eur groaz all. He zad o veza deuet da vervel, he mamm a gemeraz tud da labou-