Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/67

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 a C’henver
59
dimezi ar verc’hez

en doa neuze daou-ugent vloaz hag ar Verc’hez Vari a ioa o ren he femzek vloaz.

Eunn nebeut deveziou goude, e oue ive eur banked ; rak n’edo ket ar c’hiz er vro da ober ar banked da zeiz ann eured. Joseph ha Mari n’oant ket pinvidik ; mes anavezet oant gant ann holl evit beza ho daou euz a lignez ar roue David, hag ar Iuzevien a istime hirroc’h al lignez eged ann danvez. Ouspenn-ze, ar Verc’hez Vari, o veza bet savet enn templ, a ioa dija brudet dre he zantelez e kement korn a ioa e kear. Ne dleomp ket eta beza souezet o klevet hano euz ann henor a oue great d’ezhi ha d’he fried da zeiz ho banked-eured. Setu ama petra verk al levriou koz divar benn ar gouel kaer-ze.

Mari e devoa eur maread kerent ; holl, paour ha pinvidik, e teujont d’he c’herc’hat d’he zi evit he ambroug betek sal ar banked. Enn dro d’ezhi edo ann diou intanvez m’oa bet savet gantho enn templ, ha Mari Kleophas, c’hoar gosa sant Joseph, Adren oa renket merc’hed Israel enn ho c’haera, hag ar joa o para var ho zal.

Dre ma’z ea ar Verc’hez gant he hent, ann holl a zirede var dreujou ho dor, pe a lakea ho fenn er prenest, evit he guelet. Eunn dudi oa sellet outhi : henveloc’h oa ouz eunn eal eged ouz eur vaouez. Merc’hed Jerusalem ne c’houient peur o devije great henor aoualc’h d’ezhi; skuill a rejont louzou a c’houez vad var he dillad, ha teuler a reant var ar ruiou, dre ma tremene, ar bokedou hag ar skourrou glaz a c’hellent da gaout d’ar mare-ze euz ar bloaz.

Eur pennad varlerc’h e teue Joseph, he vignouned enn dro d’ezhan, laouen ive hag enn ho brava.

Pa zigouezaz Mari e sal ar banked, e oue lakeat da azeza var eunn tron hanvet Tron ann dud nevez, hag ar merc’hed a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhi a lavaraz holl a vouez huel : « — Bennoz d’ann hini a zo erru ! » Joseph, o veza digouezet d’ann ampoent, a astennaz korn he vantell var benn ar Verc’hez, evit diskouez ec’h en em garge hiviziken da veilla varnhi ha d’he diouall dioc’h peb drouk.

Neuze unan euz a gerent tosta ann dud nevez a zis-