Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/68

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
24 a C’henver
sant timothee, eskop ha merzer

kargaz guin enn eur verenn, ha goude beza evet he-unan da genta, e roaz peb a vanne d’ann daou bried enn eur drugarekaat Doue evit he vadelez e kenver ann den. Goudeze ez ejot ouz taol, hag epad ar banked kalounou ann holl a zridaz gant eur joa zantel, heb na oue guelet den ebed o tirenka, na klevet ann distera ger divalo pe ann distera komz dizoare. Pa oue echu, ar Verc’hez Vari a ieaz da jom da Nazareth asambles gant sant Joseph.


SONJIT ERVAD

Ar Verc’hez ne asantaz kemeret Joseph da bried nemed evit ober bolontez Doue. Setu aze ive petra dleit da glask dreist peb tra pa vez deuet ar mare evidhoc’h da joaz eur stad a vuez. Petra zo kaoz ma’z euz hirio kement a diegeziou el leac’h ma ren ann trouz, ar gasouni hag ann dizurs, e plas ar peoc’h, ar garantez hag ann urs vad ? Setu ama ar pez zo kaoz peurvuia : ar re a zo e penn ann tiegeziou-ze n’o deuz klasket enn eur zimezi nemed plijadur pe henor, n’o deuz sellet nemed ouz ar gened pe ann danvez. Bolontez Doue avad, n’o deuz great fors ebed anezhi Evidhoc’h-hu. mar d-emaoc’h c’hoaz da fortunia, bezit furoc’h eged ar re-ze. Goulennit, da genta, kuzul digant Doue, ha taolit evez ouz ar gomportamant kentoc’h eged ouz ar gened pe ann danvez. Evelse e c’hellot esperout ober eur fortun vad, hag evel ti Joseph ha Mari e Nazareth, ho ti a vezo ive eunn ti a beoc’h hag a garantez, eunn ti benniget gant Doue.





ar pevare var ’nn ugent a viz genver


SANT TIMOTHEE, ESKOP HA MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Listr enn Azii. He dad a ioa paian, mes he vamm hag he vamm goz a ioa diou gristenez vad, hag a zeskaz d’ezhan abred guirioneziou ar feiz. He voaza a rejont ive a vihanik da lenn ha da studia ar Skritur Sakr. Sant Paol, o veza deuet da Listr, a glevaz ann holl oc’h ober meuleudi Timothee, ha raktal her choazaz evit he zikour enn he labouriou abostolik ha delc’her koumpagnunez d’ezhan enn he veachou.

D’ar Masedoan eo her c’hasaz ganthan da genta, ha lezel a eure anezhan eno var he lerc’h evit krenvaat er