Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
23 a C’henver
dimezi ar verc’hez



ann trede var ’nn ugent a viz genver


DIMEZI AR VERC’HEZ
————


Ar Verc’hez Vari a ioa bet savet enn templ azalek ann oad a dri bloaz : epad ann amzer-ze oa maro he zad hag he mamm. D’ann oad a bevarzek vloaz, e oue kaset d’ar gear gant ar belek braz ; rak ne oa ket a urs da zelc’her ar merc’hed iaouank enn templ enn tu all dann oad-se. Neuze he c’herent tosta a zonjaz he dimezi evel ma oa ar c’hiz ha zoken al lezenn etouez ar Iuzevien ; mes hi n’e doa ket a c’hoant ; rak great e devoa dija veu da jom bepred guerc’hez.

Goulskoude, bolontez Doue oa ma timesche : da genta, evit ma c’hellje beza mamm da Jezuz heb rei tro d’ann dud da zrouk-sonjal anezhi ; d’ann eil, evit m’e devije unan bennag d’he difenn ha da zifenn he Mab, ha d’ho zikour enn ho ezommou ; d’an trede, evit ma c’hellje servichout da skouer d’ar gragez ha dann intanvezed kerkouls ha d’ar plac’hed iaouank ; d’ar pevare erfin, evit kuzat ouz ann drouk-spered penaoz e vije konsevet ha ganet ar bugel a dlie da lakaat er bed.

Mes e pe leac’h kaout eunn den santel aoualc’h evit beza pried d’ar Verc’hez-se, a ioa galvet da veza mamm da Zoue, hag a ioa bet ato leun a c’hras abaoue ma’z oa anezhi ? Doue a ga vaz eunn hevelep tenzor : he hano oa Joseph, eur c’halvez paour a Nazareth, euz a lignez David evel Mari.

Ar Verc’hez eta, o c’houzout e felle da Zoue e timezche, hag o c’houzout a hent all ne d-aje ket Joseph a enep ar veu e devoa great, a asantaz he gemeret da bried. Ann eured a oue great e Jerusalem. Ar c’halvez paour ha Mari a roaz ho dorn ann eil d’egile, ha Joseph a lakeaz var biz ar Verc’hez eur voalenn hag a virer c’hoaz hirio, gant kalz a respect, e kear Perouz enn ltali. Sant Joseph