Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/65

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 a C’henver
57
sant visant, merzer

ned, o veza bet test euz ar mirakl-ma, en em c’hreaz kristenien var ann heur.

Antronoz e oue kountet d’ar gouarner ar pez a ioa c’hoarvezet. Dasian a lavaraz neuze lakaat ar Merzer enn eur guele bouk, ha rei d’ezhan kement a c’hellje he grenvaat. C’hoant en doa, kredabl, da zigas adarre eunn tamm buez hag eunn tamm nerz ennhan evit kaout tro d’he vourrevi a nevez. Ar brud a gement-se o veza eat dre gear, ann dud fidel a ziredaz a bep tu var dro ann avieler kalounek. Poket a reant d’he c’houliou, ha goudeze e sec’hent anezho gant eunn tamm lien evit miret eur berad bennag euz he c’hoad, rak sonjal a reant e tennje ar goad-se bennoz Doue varnho ha var ho ziez. Mes ar Zant a varvaz kerkent ha ma oue lakeat enn eur guele bouk, hag a ieaz da reseo enn Env ar gurunenn a ioa dleet d’he viktoriou, er bloaz 304, d’ann oad a zaou vloaz var’nn ugent.

Ar gouarner a reaz dougen he gorf da draon eur menez evit ma vije debret gant al loaned gouez. Mes Doue a zigasaz eur vran d’he zifenn a enep al laboused all. Eur bleiz zoken, o veza tosteat outhan a voue kaset kuit gant ar vran. Ar mirakl-ma ne zigoraz ket he zaoulagad d’ar gouarner, ha Dasian a roaz urs da c’hriat ar c’horf santel enn eur zac’h, d’he staga ouz eur mean pounner ha d’he deuler er mor pell-pell. Mes chom a eure ato var neun, kaer a oue, ha dont a reaz adarre d’an aod gant ar mor. Ar gristenien, o veza gouezet e pe leac’h edo, a gerc’haz anezhan dre guz hag hen enterraz gant kalz a respet.


SONJIT ERVAD

Nag a boaniou o deuz gouzanvet ar Zent er bed-ma, ha pebez pasianted, pebez nerz-kaloun ha pebez joa o deuz diskouezet e kreiz ar poaniou-ze ! Ni ive ne c’hellomp erruout enn Env nemed dre hent ar boan. Keit ha ma vezimp var ann douar, or bezo ato eur groaz bennag da zougen. Hogen, ma ne c’hellomp ket beza laouen evel ar Zent e kreiz poaniou ha trubuillou ar vuez-ma, bezomp da vihana bepred rezinet da volontez Doue. Ma ne c’hellomp ket gouzanv ar poaniou-ze gant joa, gouzanvomp-hi da vihana gant eur spered a binijenn, enn eur lavaret da Zoue a greiz kaloun : « — Plijet ganehoc’h, o va Doue, kemeret ar boan-ma, oc’h euz digaset d’inn, evit paeamant euz ann hini am euz meritet dre va fec’hejou. »