Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/557

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 a Eost
549
sant lorans, merzer

choaz o poa great ac’hanon evit ho servicha ouz ann aoter. Goude m’oc’h euz va c’harget da vaga eneou ann dud fidel gant korf ha goad Jezuz-Krist, perak ne fell ket d’ehoc’h-hu e kemmeskfenn va goad gant hoc’h hini var dachenn ar verzerenti ? Enn han’ Doue, Tad Santel, n’am abandounit ket evelse. »

Ar pab Sist a respountaz d’he avieler :

« N’hoc’h abandounann ket, va mab ; mes c’houi a dle gouzanv goasoc’h poaniou egedon-me evit feiz Jezuz-Krist. Ar vourrevien n’int ket bet kriz em c’henver abalamour ma’z ounn dija koz ; enn ho kenver-c’houi avad e vezint kalz krisoc’h abalamour ma’z oc’h c’hoaz iaouank ; mes dre eno ive ar viktor a c’hounezot varnho a vezo eleiz kaeroc’h eget va hini-me. Ho tro a deui a benn tri devez ama ; ac’hann di, mard-euz c’hoaz eunn dra bennag e tenzor ann iliz, roit-hen d’ar paour. »

Var gement-ma, ar pab Sist a ieaz d’ar maro kel laouen ha pa vije bet o vont da eur fest, ha Lorans, he avieler, a hastaz rei d’ar paour ann holl arc’hant a ioa c’hoaz e tenzor ann iliz.

Ann avieler santel en doa a veac’h peur-ingalet he aluzennou pa oue galvet dirak ar barner. Hema a c’houlennaz outhan raktal e pe leac’h edo ann tenzor a ioa enn he garg. « — Mar kirit rei amzer d’inn, me hen diskouezo d’ehoc’h, » eme Lorans. » « — Mad, eme ar barner, me ro d’ehoc’h eunn devez evit ann dra-ze : deuit d’hen diskouez d’inn varc’hoaz d’ann heur-ma. » « — Hag e teuinn, » eme ann avieler.

Lorans a dremenaz ann amzer-ze o klask kement den paour ha mac’hagnet a c’helle beza e kear, ha goude beza dastumet holl enn eur vandenn, ez eaz gantho antronoz da gaout ar barner, enn eur lavaret : « — Setu ama ann tenzor am euz bet ar garg anezhan, setu ama tenzor ann iliz. » Ar barner a grene, kement a zroug a ioa ennhan, o velet hag o klevet kement all ; rak ne oa dirazhan nemed eur vandennad tud dall, tud born, tud bouzar, tud kamm, tud hag a vanke d’ezho eunn ezel bennag pe a ioa goloet ho c’horf a c’houliou.