Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/558

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
550
10 a Eost
sant lorans, merzer


Raktal ec’h ordrenaz dispenn korf ann avieler a daoliou fouet, hag he gas goudeze d’ar prizoun. Eno eunn den dall a deuaz ar gueled d’ezhan o kregi e dorn ar Merzer hag oc’h hen lakaat var he zaoulagad. Hippolit, kabiten ar goardou, a oue test euz ar mirakl-ma, hag a anavezaz dioc’htu ar virionez euz ar relijion gristen.

Enn devez varlerc’h, ar barner a lavaraz da Lorans kinnig ezans d’ann doue faoz Jupiter, pe e vije bourrevet enn eur feson skrijuz, « — Va bourrevit kement ha ma kerot, eme ann avieler kalounek, ann dra-ze a vezo eunn ebat hag eunn dudi evidon. » Kerkent e oue lakeat da c’hourvez var eur stern koat evit terri he izili outhan, ha goudeze e oue dispennet adarre he gorf gant fouetou ploumm hag a ioa broudou lemm er beg anezho. Neuze Romen, unan euz ar goardou, a velaz eunn eal o sec’ha goad ha c’houezenn ar Merzer.

Abarz ar fin, ar barner a roaz urs da astenn ar Zant var eur c’hrill houarn hag a ioa glaou beo dindanhi, evit he rosta a nebeudou. Mes Lorans a ioa kel laouen eno ha pa vije bet var eur guele roz. Pa oue rostet eur c’hostez anezhan, e lavaraz d’he vourrevien : « — Ann tu-ma a zo poaz aoualc’h dija, poent e d’ehoc’h va zrei var ann tu all. » Ha pa oue rostet ive ar c’hostez all e lavaraz d’ezho adarre : « — Setu me poaz holl brema ; debrit pa gerot. » Goudeze e savaz he zaoulagad etrezek ann env, hag e laoskaz e peoc’h he huanad diveza : ar joa en doa lakeat Doue enn he galoun, e kreiz poaniou ker braz, a gendalc’he bepred da bara var he dal. He verzerenti gloriuz a erruaz d’ann dek a viz eost euz ar bloaz 258.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma, astennet var eur c’hrill houarn hag a ioa glaou beo dindanhi, a ioa kel laouen eno ha pa vije bet var eur guele roz ; ha c’houi, kristen kizidik, a vez prest ato d’en em glemm evit ann distera poan. Penaoz eta e c’hounezot-hu ar baradoz ma ne fell d’ehoc’h gouzanv netra er bed-ma ? Sant Lorans a zelle ouz ann env araok mervel ; grit eveldhan pa viot goasket enn eur feson bennag a gorf pe a ene, hag euz ann env e teui d’ehoc’h ive nerz da c’houzanv ho poan gant pasianted.