Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/556

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
548
10 a Eost
sant lorans, merzer

unan, hag a benn eunn nebeut deveziou ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha d’he labouriou abostolik. He varo euruz a erruaz d’ann 31 a viz gouere euz ar bloaz 448, hag he gorf a oue digaset da enterri da Aoserr, el leac’h m’oa bet eskop epad tregont vloaz ha pemp devez var ’nn ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma en deuz roet kalz sikour d’ar Vretouned euz he amzer, da Vretouned Bro-Zaoz enn eur zifenn ho feiz a enep ann heretiked, ha d’ar re a ioa dija o chom enn hor bro-ni enn eur lakaat ar peoc’h etre ann impalaer Valantinian hag hi. Abalamour da ze hon tadou koz o deuz bet ato eunn devosion vraz evithan, hag o deuz savet meur a iliz ha meur a japel enn he henor. Rak kredi a reant ne c’helle ket Jermen ankounac’haat er baradoz eur bobl hag en doa bet kement a druez outhan epad m’edo c’hoaz var ann douar. Bezomp bepred hon-unan devot da eur zant hag en deuz great kement a vad d’hon tadou koz, hag eveldho e vezimp sikouret ganthan, enn ezommou hor c’horf hag enn ezommou hon ene.




ann dekved devez a viz eost


SANT LORANS, MERZER
————


Lorans a ioa ganet e Spagn, mes dont a eure da Rom enn he iaouankiz, hag eno ar pab Sist her greaz avieler hag a gargaz anezhan euz a denzor ann iliz. Ar pab-se o veza bet prizouniet ha koundaonet d’ar maro dre urs ann impalaer Valerian, Lorans en doa c’hoant ive da vervel asambles ganthan. Redet a reaz d’he gaout p’edot oc’h he gas da zibenna, ha neuze e komzaz outhan evelhenn :

« — Va zad, da be leac’h ez it-hu evelse heb ho mab ? Belek santel, da be leac’h ez it-hu heb hoc’h avieler? Bete vrema ne ginnigac’h sakrifis ebed da Zoue heb na vijenn enn ho kichen. Petra zo displijet d’ehoc’h ennon ? Ha remerket oc’h euz-c’houi oa sempleat va c’haloun ? Va list da ober koumpagnunez d’ehoc’h, hag e velot pe me zo din ato, pe n’ounn ket, euz ar