Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/549

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 a Eost
541
sant kajetan

ive petra livirimp hed ann holl eternite mar d-eomp d’ar baradoz. Mes, da c’hortoz, e c’hellomp lavaret ar memes tra, ma ren Doue enn hor c’haloun dre he c’hras hag he garantez ; rak neuze ema Jezuz ganeomp e guirionez, ha mar d-ema Jezuz ganeomp penaoz e kredfemp en em glemm ?

Goude beza bet var menez Thabor, Hor Zalver a bignaz heb dale d’ar C’halvar, ha sked he c’hloar ne oue guelet nemed enn eur dremen, eleac’h poaniou he basion a badaz pellik amzer. Avechou ive Doue a ro d’eomp evel eunn tanva euz joauzdet ann env. Ne vez ket hirbaduz avad peurvuia ; ha n’eo roet nemed evit krenvaat ar galoun abenn ma teuio adarre eur beac’h enkrez bennag d’he goaska. Hounnez eo al lezenn : evit kaout perz e gloar Jezuz eo red dougen ar groaz a unan ganthan.




ar seizved devez a viz eost


SANT KAJETAN
————


Kajetan a ioa ganet e kichen Veniz enn Itali, hag a oue goestlet d’ar Verc’hez gant he vamm kerkent ha ma teuaz er bed. Ker fur ha ken devot oa enn he vugaleach ma ne reat nemed ar Zantik anezhan. Pa oue echu he studi ganthan, e oue resevet doktor e Padou, ha goudeze e tistroaz d’ar gear. Neuze, gant sikour he vreur kosa, e reaz sevel eur chapel tost da vaner he dad, hag e paeaz eur belek dalavaret ann offerenn er chapel-ze, da zul ha da c’houel, evit ann dud divar dro ; rak truez en doa ouz ann dud keiz-ma abalamour m’edont re bell dioc’h ho iliz parrez. Mes c’hoant mont da velek en doa he-unan, ha setu hen da Rom.

Eno ar pab Jul, eil euz ann hano, a roaz d’ezhan ann Ursiou sakr, hag eur vech belek n’en devoue mui ken sonj na ken ioul nemed da labourat evit gloar Doue ha silvidigez he nesa. Evit tec’het araok ann henoriou, e kuiteaz Rom hag ec’h en em dennaz adarre e kostez Veniz. He vrasa plijadur oa beza etouez ann dud paour, ar vicherourien hag ar goueriated geiz pe al labourerien douar. Prezeg a rea d’ezho gant kalz a nerz, hag ho alia a rea dreist peb tra da dostaat aliez ouz ar zakramanchou.