Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/548

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
540
6 a Eost
hor zalver var menez thabor

than peur-achuet pa oue goloet, hen hag ann daou abostol all, gant eur goabrenn lugernuz.

Ha setu eur vouez o tont euz ar goabrenn-ze, hag o lavaret : « — Hema eo va Mab muia karet, annhini m’eo va holl flijadur sonjal ennhan ; selaouit-hen. »

O klevet ar vouez-ma, ann diskibien a oue spountet, hag a gouezaz var ho fenn d’ann douar. Mes hor Zalver a ieaz d’ho c’haout, hag a douchaz outho enn eur lavaret : « — Savit enn ho sa, ha n’o pezet aoun ebed. » Kerkent e savchont ho daoulagad, ha ne veljont mui den enn dro d’ezho nemed Jezuz. Goudeze, p’edont o tiskenn divar ar menez, hor Zalver a lavaraz d’ezho evelhenn : « — Ne livirit grik euz ar pez oc’h euz guelet bremaik ken na vezo savet Mab ann den euz a varo da veo. »

Hor Zalver Jezuz-Krist n’en em ziskouezaz er stad-se a c’hloar, dirak ann tri abostol a garie ar muia, nemed evit ho c’hrenvaat er feiz. Klask a rea miret outho da fallgalouni pa her gueljent goapeat, karget a vez hag a zismegans, hag evel breset etre treid ann dud, enn amzer he basion hag he varo. C’hoant en doa ive da rei da anaout d’ezho ar c’hloar a ioa ouz ho gortoz ho-unan er baradoz ma vijent fidel da gerzet bepred var he roudou epad ar vuez-ma. Evelse ive, ma laka avechou ann Aotrou Doue da bara var hoc’h ene evel eur sklerijenn euz ann env, ma ro d’ehoc’h avechou evel eunn tanva euz a joauzdet ar Zent hag ann Elez, ne d-eo ken nebeut nemed evit rei muioc’h a nerz d’ho kaloun hag ober d’ehoc’h chom startoc’h enn ho tever p’en em gavot adarre evel beuzet enn eur mor a c’houervder, pa gouezo adarre eur barr-enkrez bennag var ho spered, pe pa stago eur goall boan bennag ouz ho korf ; ne d-eo erfin nemed evit rei d’ehoc’h da goumpren muioc’h-mui eo dre hent ar groaz e tleit bale er bed-ma evel Jezuz mar fell d’ehoc’h beza euruz asambles ganthan er bed all.


SONJIT ERVAD

O velet ann doare skeduz a gemeraz hor Zalver var menez Thabor, sant Per a lavaraz dioc’htu : « — Eunn dudi eo beza ama. » Setu aze