Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/550

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
542
7 a Eost
sant kajetan


Implij a eure darn euz he zanvez evit sevel hospitaliou, hag he-unan ec’h entente ouz ar re glanv, n’euz fors peger speguz e vije ho c’hlenved. Evel eunn eal oa pa veze var ho zro, hag er gador-zarmoun oa evel eunn abostol. N’e ket souez eta ma c’houneze ann holl galounou da Zoue, ha ma veritaz reseo al leshano kaer a Jaseour eneou.

D’ar c’houlz-ze Doue a lakeaz enn he spered sevel eunn Urs nevez a venac’h pe eur goumpagnunez nevez a veleien evit servichout da skouer d’ann holl dud a iliz. Enn Urs pe er goumpagnunez nevez-se e tliet beva ato divar ann aluzenn ; mes difennet oa mont da glask, hag ar venac’h pe ar veleien a renke gortoz ken na deuje eunn den mad bennag da zigas d’ezho pe a dra da zibri. Setu aze peger striz oa ar reolenn a vuez a roaz Kajetan d’he ziskibien. Goulskoude niver ar re-ma a greskaz kement e berr amzer ma oue red sevel peder gouent evitho, unan e Rom, eunn all e bro ar Zant, eunn all e Veniz hag eunn all e Napl.

Kajetan a ioa e Rom pa oue kemeret ar gear-ze gant arme impalaer ann Allemagn. Ar zoudarded a zaillaz var he gouent enn esper kaout eno berniou aour hag arc’hant ; mes, o veza ne gavent netra, e rejont a bep seurt iudazerez d’ar Zant hag her c’haschont erfin d’ar prizoun. Kajetan en em istime euruz abalamour m’en doa bet eunn dra bennag da c’houzanv evit Jezuz-Krist ; mes Providans Doue a veille bepred varnhan, hag heb dale e oue laosket da redet.

Kaloun ar Zanta verve dalc’h-mad gant tan karantez Doue. Tremen a rea betek eiz heur dioc’htu o vedita, hag epadann amzer-ze e skuille eur mor a zaelou. Aliez e veze douget a spered betek ann env, hag eur blavez, da noz Nedelek, en devoue ama eur da reseo ar Mabik Jezuz etre he zivreac’h euz a zaouarn ar Verc’hez, a greiz m’edo o pedi enn iliz.

Kajetan a gastize ive he gorf dre bep seurt pinijennou, hag enn he glenved diveza zoken ne falvezaz d’ezhan kaout ken guele nemed al ludu hag ann douar noaz. « — Va Zalver, emezhan, a zo maro var ar groaz, he