Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/534

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
526
31 a C’houere
sant ignas a loiola

roet he varc’h d’ar venac’h hag he zillad kaer da eur paour, e viskaz he-unan dillad lien groz, hag e skoaz var he droad, diarc’henn ha diskabell, etrezek kear Manrez a ioa teir leo ac’hano.

Ebarz er gear-ma e veve divar ann aluzenn, hag e iune bemdez divar bara ha dour, nemed da zul. Dougen a rea bepred eur porpant reun dindan he zae lien, hag eur jadenn houarn enn dro d’he groaz-lez. Ouspenn-ze, e kastize c’hoaz he gorf gant fouetou houarn, ha n’en doa ken guele nemed ann douar. Evit he rekoumpansi, Doue a roaz d’ezhan eunn anaoudegez ker sklear euz ar relijion ma’z oa kustumm da lavaret goudeze : « — Ha pa ne vije ket a Skritur Sakr, e venn prest evelato da vervel evit ar feiz abalamour d’ar pez en deuz diskleriet Doue d’inn e Manrez. » Ignas n’en doa ket kalz a zeskadurez, ha goulskoude, epad m’edo e Manrez, e skrivaz eul levr divar benn ar feson da ober eur retred a zoare, hag al levr-ma a zo istimet gant ann holl hag a zo bet meulet gant ar pabed ho-unan.

Ar c’hoant en doa da labourat evit silvidigez ann eneou a reaz d’ezhan en em lakaat da zeski al latin e Barseloonn : tri bloaz ha tregont oa dija d’ann ampoent. Goudeze e teuaz da Baris da achui he studi, hag eno eo e savaz eunn Urs nevez a venac’h dindan ann hano a Goumpagnunez Jezuz. Ger ar Zant, abaoue m’en doa chenchet buez, oa hema : « Peb tra evit brasa gloar ann Aotrou Doue ! » Hogen, ar ger-ze a zo bet ato ive hini ann Urs nevez a oue savet ganthan.

O veza bet hanvet da zuperior jeneral euz he Urs, Ignas a boaniaz da genta da greski ann devosion e kalounou ann dud fidel, hag, evit guir, divar neuze e oue guelet enn ho zouez muioc’h a aked da lakaat traou kaer var dro ann ilizou, da ober katekiz d’ar vugale, da vont da zelaou ar zarmouniou ha da dostaat aliez ouz ar zakramanchou. Goudeze e savaz skolachou e peb leac’h evit rei eunn deskadurez kristen d’ar iaouankiz, hag e kasaz misionerien d’ar broiou pell evit prezeg ann Aviel d’ar baianed. Evelse, ann hini ne glaske guech all nemed ann ebatou hag ann henoriou ne oa mui brema nemed eur