Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/535

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 a Eost
527
sant per er chadennou

zonj enn he spered hag eunn ioul enn he galoun : savetei ann eneou. Setu perak e lavare avechou oa guell ganthan kendelc’her da labourat evit gloar Doue ha silvidigez he nesa, heb beza sur da veza salvet he-unan, eget mervel dioc’htu o veza sur da vont var ehun d’ar baradoz.

Ar zant-ma en devoue ann eur da velet he Urs oc’h en em astenn dre ar Frans, ann Itali, ar Spagn, ar Portugal, ann Allemagn, ha betek enn Azii,enn Afrik hag enn Amerik. Mervel a eure e Rom leun a veritou d’ann 31 a viz gouere 1556, oajet a bemp bloaz ha tri-ugent.


KENTELIOU SANT IGNAS

Da genta. — Bez’ez euz vertuziou kuzet ha vertuziou all hag o deuz kalz a sked : ar re genta a garann ar muia.

D’ann eil. — Pegen dister, peger vil e kavann-me ann douar pa zellann ouz ann env !

D’ann trede. — Digemerit bepred gant dousder eunn ene ankeniet ; evit he gonzoli eo e teu Doue d’hen digas d’ehoc’h.

D’ar pevare. — Ann nep enn deuz eur guir zentidigez a zo joa ganthan beza gouarnet.




ar c’henta devez a viz eost


SANT PER ENN EREOU PE ER CHADENNOU
————


Var dro ar bloaz 44 goude ginivelez hor Zalver, ar roue Herodes Agrippa a c’houezaz tan ar bersekusion a enep ar gristenien, enn esper beza deuet mad gant ar Iuzevien. Rei a eure urs da zibenna sant Jakez, breur da zant Iann, ha goudeze e reaz prizounia sant Per enn eur c’hourc’hemenn stard teuler evez mad anezhan : sonj en doa d’hen lakaat ive d’ar maro goude goueliou Pask. Mes ann Iliz ne ehane da bedi evit he c’henta pastor, ha Doue a zelaouaz he fedennou.

Enn noz kent ann devez ma tlie Herodes he gas d’ar maro, sant Per a ioa kousket e kreiz etre daou zoudard, he zaouarn liammet gant diou jadenn, ha goardou e tal ann or o tiouall ar prizoun dioc’h ann dianveaz. Ha setu