Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/533

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31 a C’houere
525
sant ignas a loiola

adarre. Tenzor ar burete ne c’hell beza miret gant den nemed var bouez beilla, pedi, difiziout ac’hanomp hon-unan ha tec’het dioc’h ar pec’hed evel dioc’h eunn aer-viber.




ann unan ha tregont a viz gouere


SANT IGNAS A LOIOLA, FOUNDATOUR URS ANN TADOU JEZUISTED
————


Ignas a ioa ginidik euz a rouantelez Spagn, hag a oue savet e palez ar roue Ferdinand V. Enn he iaouankiz ne zonje nemed enn ebatou hag enn henoriou, hag ann ioul en doa da veza eunn den brudet ba da erruout er c’hargou huela a reaz d’ezhan kuitaat palez ar roue evit mont d’ar vrezel. Ne zaleaz ket da ziskouez n’oa ket prest da lammet araok he skeud, ha n’en doa aoun ebed e kreiz c’houez ar poultr ha trouz ann tennou. Mes, enn eur zifenn kear Pampelun a enep ar Fransizien, e oue tizet gant eur vouled kanol hag e oue torret he c’har. Neuze e renkaz chom pell var he vele, hag o veza m’oa inouet o chom evelse, e c’houlennaz eul levr plijaduruz bennag da lenn evit diverra he amzer. Dre chans, pe, evit lavaret guell, dre eunn taol euz a Brovidans Doue, ne oue kavet enn ti nemed levr Buez ar Zent. Ignas a lennaz al levr-ma p’e guir ne oa nikun all ebed da rei d’ezhan, ha dre ma lenne, e tremene eunn dra bennag a nevez enn he galoun. Souezet oa, da genta, o velet pe seurt pinijennou o deuz great ar Zent ha pegement a zisprij o doa evit ar bed. Mes a nebeut a nebeut e savaz c’hoant ganthan da gerzet var ho roudou : « — Ar zent-se, emezhan, a ioa tud eveldon-me ; perak eta ne rafenn-me ket ar pez o deuz-hi great ? »

Setu perak, kerkent ha ma oue pare, ez eaz var varc’h da gouent menez Serrat, el leac’h ma’z oa eunn imach mirakuluz d’ar Verc’hez. Eno e reaz eur gonfesion jeneral enn eur skuill eur mor a zaelou, hag e tremenaz eunn nosvez o veilla dirak imach mamm Doue. Goudeze e lakeaz he gleze a-istribill dirak ann aoter, hag, o veza