Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/521

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 a C’houere
513
santez anna

ned. Da genta, ho c’has var ann Thabor, da lavaret eo, e ro d’ezho evel eunn tanva euz a joauzded ann env. Neuze e kavont peb tra eaz, peb tra skanv, hag e redont gant joa enn hent he c’hourc’hemennou. Mes goudeze e kas anezho ive d’ar jardin Olived, da lavaret eo, e ra ann neuz d’en em denna dioutho, hag e lez ann denvalijenn da goueza var ho spered, ann enkrez hag ar spount da c’hounit ho c’houstians, hag eur mor a c’houervder da veuzi ho c’haloun. Eneou kristen, mar d-emaoc’h er stad-se, ne rit van ebed ha dalc’hit mad ato d’ho tevosionou ha d’ho teveriou a relijion. Doue a glask hebken gouzout petra dal ho vertuz, ha mar bezit fidel d’ezhan enn despet d’ar zec’hor, d’ar ienienn ha d’ann nec’hamant a zantit e diabarz ennhoc’h, bezit sur ne zaleo ket d’ho rekoumpansi enn eur zigas adarre ar peoc’h enn ho spered hag ar joa enn ho kaloun hag enn ho koustians, evel ma tigas ann hanv varlerc’h ar goanv ha ma laka ann heol da bara a nevez goude eur goall varr-amzer.




ar c’houec’hved var’nn ugent a viz gouere


SANTEZ ANNA
————


Netra ne ra guelloc’h meuleudi ar zantez-ma eged ar pez a lavar d’eomp ann Iliz enn he offis : « En deuz Doue great d’ezhi ar c’hras da veritout beza mamm da vamm he Vab en em c’hreat den. » Mar d-eo eunn henor heb he bar evit ar Verc’hez kaout eur mab hag a zo Doue, evit he mamm eo ive eunn henor ha n’e deuz bet maouez all ebed kaout eur verc’h hag a zo e guirionez mamm da Zoue. Dioc’h ar frouez ec’h anavezer ar vezenn ; hogen, euz a zantez Anna eo ganet ar bura hag ar zantela euz ann holl grouadurien ; sklear eo eta gouzout ez oa he-unan eur skouer euz ar c’haera vertuziou.

Euz a Vethleem oa ginidik, ha pa oue enn oad, e oue dimezet da zant Joachim, a ioa o chom e Nazareth. O veza