Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/522

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
514
26 a C’houere
santez anna

m’oant ho daou leun a zoujans Doue, e tremenent ho holl amzer enn oberiou a zevosion biag a drugarez. Joachim, eme zant Epiphaann, a iea da bedi var ar menez, hag Anna a bede enn he jardin. Teir lodenn a reant euz ann nebeudik danvez o devoa, hag euz ann teir lodenn-ze unan a ioa evit templ Jerusalem hag ar veleien a ioa oc’h he zervicha, eunn all evit ar beorien, hag ann drede evitho ho-unan.

Goulskoude n’o doa ket a vugale, hag ann dra-ma a rea poan d’ezho ; rak evelse n’o doa ket a esper da velet ar Mesias o c’henel euz ho lignez. Ne ehanent ket eta da c’houlenn digant Doue ar c’hras da gaout eur c’hrouadur, hag Anna a lavare aliez : « — Va Doue, emezhi, mar grit d’inn ar c’hras da veza mamm, me voestlo d’ehoc’h va bugel kerkent ha ma vezo enn oad da vale. » Doue a zelaouaz erfin ho fedenn, hag ar Verc’hez Vari a deuaz er bed, n’e ket hebken evit brasa joa he zad hag he mamm, mes c’hoaz evit brasa joa ann dud holl hag ann elez ho-unan.

Pa oue echu he zri bloaz gant ar Verc’hez, santez Anna a ieaz d’he c’has da dempl Jerusalem evit seveni ar veu e devoa great da Zoue. Lod a lavar e chomaz he-unan er gear-ze evit beza tostoc’h d’he merc’h, ha lod all a lavar, er c’hountrol, e tistroaz da Nazareth. Ne c’houezer ket d’ar just ken nebeut pe Joachim pe hi a varvaz da genta, na pe oad e doa pa varvaz ; mes ar pez zo sur eo e oue he maro ker santel hag he buez.

He c’horf a oue digaset da gear Apt e Frans gant sant Aospis, eskop ar gear-ze. Ann eskop-ma her c’huzaz enn eur chapel en doa lakeat ober dindan ann douar, gant aoun na gouesche etre daouarn ar baianed ; rak d’ann ampoent ar baianed a rea brezel d’ar relijion gristen. Hogen, chom a reaz eno heb beza anavezet gant den ken na oue kavet enn eur feson burzuduz tost da c’houec’h kant vloaz goude.

Ar roue Charlemagn, o veza deuet da Apt er bloaz 792, a roaz urs da gonzakri a nevez ann iliz abalamour m’oa bet saotret gant ar boblou divadez m’edo o paouez gounit ar viktor varnho. A greiz ann offerenn, eunn dijentil