gaer var ann humilite : « — Rouaned ar bed-ma, emezhan, hag ar re a zo e penn ar boblou, a ra ho mistri d’ar re a zo dindanho ; evidhoc’h-hu, arabad e d’ehoc’h ober evelse. Mes ann nep ac’hanhoc’h a fell d’ezhan e ve savet eunn deiz dreist ar re all a dle brema beza ho zervicher, hag ann nep en deuz c’hoant da veza eunn deiz ar c’henta a dle brema en em zelc’her er renk izela. »
Goude m’oa diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel ; sant Jakez a brezegaz ann Aviel er Judee gant kalz a frouez, ha goudeze ez eaz d’ar Spagn. Ne jomaz ket pell eno ; mes, keit ha ma oue, e c’hounezaz eunn nebeut hiniennou da feiz Jezuz-Krist, ha seiz euz ar re-ma a oue sakret divezatoc’h gant ann abostol sant Per, hag a deuaz da veza ann eskibien genta euz ar vro-ze.
O veza distro da Jerusalem, ar Zant a reaz da zaou zorser braz, ho hano Philet hag Hermojenes, anaout ar virionez euz ar relijion gristen. Hogen, dija araok ann dra-ma, ar Iuzevien o devoa kaz outhan ; mes divar neuze o devoue muioc’h c’hoaz, hag evit ober plijadur d’ezho ar roue Herodes-Agrippa a goundaonaz ann abostol kalounek da veza dibennet.
Ann hini en doa kroget ennhan da genta evit he lakaat etre daouarn Herodes en em ziskleriaz kristen he-unan o velet pegen laouen oa o vont d’ar maro. En em strinka a eure da dreid ar Zant enn eur c’houlenn pardoun, hag ann Abostol a bokaz d’ezhan en eur lavaret : « — Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ! » Prest goude e ouent merzeriet ho daou er bloaz 44 goude donedigez hor Zalver.
Korf sant Jakez a oue enterret e Jerusalem ; mes digaset eo bet a-c’houdevez da gear Kompostell e Spagn, ha di ez a tud da bardouna euz a gement korn zo er bed katholik.
Jezuz-Krist a gasaz sant Jakez ganthan var menez Thabor ; mes divezatoc’h her c’hasaz ganthan ive d’ar jardin Olived. Var menez Thabor e tiskouezaz d’ezhan ar sked dudiuz euz he c’hloar er baradoz, hag er jardin Olived e reaz d’ezhan beza test euz he anken hag euz he angouni. Setu aze petra ra Doue peurvuia e kenver he vrasa mignou-