Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/510

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
502
21 a C’houere
sant tenenan, eskop

rak prest goude e oue pareet dre virakl gant he vestr sant Karantek.

Neuze e resevaz ann Ursiou sakr, hag ec’h en em lakeaz da brezeg enn he vro. Mes eunn eal a lavaraz d’ezhan a berz Doue kuitaat he dud ha treuzi ar mor evit mont da eskopti Leon,

Enn eur c’harter demeuz a Vreiz,
El leac’h ne vank morse ar feiz.

Tenenan a zentaz raktal, ha setu hen enn hent asambles gant daou velek all, ho hano Senan ha Kenan. Erruout a reaz evelse e rad Brest, hag ac’hano he vag a oue poulzet gant ann avel e ster Landerne betek Kastell-Goeled-ar-Forest.

D’ar mare-ze ann Danemarkiz, popl paian hag hanter-c’houez euz a gostez ann Hanter-Noz, a ioa diskennet var douar Leon, hag a rea skrab e peb leac’h var gement tra a gavent dioc’h ho doare. Tud ar vro a dec’he enn ho raok, darn er c’heariou ha darn all er c’hoajou, enn eur gas gantho ho loaned hag ar pez a c’hellent da zavetei euz ho danvez.

Eur maread euz ann dud keiz-se a ioa kuzet e koat ar Forest pa zigouezaz Tenenan eno. Ar Zant a roaz eunn nerz nevez d’ho c’haloun enn eur lavaret d’ezho ho diouallje dioc’h peb drouk. Goudeze e savaz diou iliz evitho, unan e traon ar Forest, hag eunn all larkoc’h, e Plabennek ; rak, eunn tachad a ioa, o doa dilezet siouaz ! ho deveriou a relijion gant ho frez da lakaat ho buez hag ho madou e savete.

Tenenan hag he zaou goumpagnoun a brezege enn ilizou-ze gant kalz a frouez, hag heb dale e oue guelet eur jenchamant kaer etouez kristenien ar c’harter. E kreiz etre ann diou iliz, ar Zant a zavaz c’hoaz eur c’hastell krenv, hag enn he gichen eunn ti evithan he-unan hag eur chapel da offerenna. Ar c’hastell krenv a ioa evit digemeret ann dud paour divar ar meaz, ma vije red d’ezho tec’het adarre ; ennhan ive e veze barnet ar bobl ha great skol d’ar vugale, ha setu perak e oue hanvet Lez-Kelenn.