Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/511

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 a C’houere
503
sant tenenan, eskop


Goulskoude ann Danemarkiz a gendalc’he da ober skrab er vro. Tenenan, o veza klevet edont erru da Blabennek, a roaz eur c’habiten da dud fidel ar barrez-ma, ha goude beza benniget he armou, e lavaraz d’ezhan sevel eunn dourell round evit gorren ar c’haliriou sakr ha tenzor ann iliz. Ar c’habiten a stagaz dioc’htu d’al labour ; mes n’en doa ket gellet c’hoaz ober dor da zerra var ann dourell pa zilammaz ar baianed er bourg, goasoc’h eget bleizi kounnaret.

Ann Danemarkiz a glaskaz da genta mont enn iliz ; mes ne c’helljont digeri na dor, na prenest. Neuze ec’h en em daoljont var ann dourell. Ne oa enn houma nemed ar c’habiten, a ioa en em dennet ennhi he-unan evit difenn ar c’haliriou sakr, hag en doa stanket varnhan dioc’h ann diabarz gant eunn hanter-rod karr. Mes d’ann ampoent ar Zant a bede c’houek ha stard e Leskelenn, ha Doue a zelaouaz he bedenn. Ann Danemarkiz a que spountet-holl o velet eunn arme vraz a zoudarded oc’h en em zispaka dirazho var leur-gear Plabennek, hag eur c’havalier var eur marc’h guenn o rei kaloun d’ar zoudarded-se divar beg ann dourell. Tec’het a rejont raktal egiz pa vije kroget ann tan ennho, ha pelloc’h mui ne lakejont ho zreid var douar Leon.

Etre daou e varvaz sant Goulc’hen, eskop Leon, ha Tenenan a oue choazet evit delc’her he blas. Ar garg-ma ne zervichaz nemed da rei muioc’h a lufr d’he vertuziou. Poania a reaz da lakaat beleien santel e peb parrez euz he eskopti, ha da rapari pe da zevel a nevez ann ilizou a ioa bet freuzet pe bilet gant ar baianed.

Erfin, mervel a eure e tro ar bloaz 633 goude donedigez hor Zalver, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre veur a virakl kent ha goude he varo.


SONJIT ERVAD

Enn he iaouankiz Tenenan ne istime netra skianchou ar bed e skoaz skiant ar Zent. E guirionez, petra zervich d’ann den beza habil var draou ar bed-ma mar d-eo azenn var draou ar bed all ? Deskit eta da genta ha dreist peb tra ar pez a zo red da c’houzout evit beza salvet, na ne studiit ar skianchou all nemed e kement ha ma c’hlelont ho sikour da greski ho kloar hag ho rekoumpans er baradoz.