Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/509

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 a C’houere
501
sant tenenan, eskop

pezet eveldhan guir geuz ha guir glac’har da veza offanset Doue, ha Mari e devezo ive truez ouzhoc’h, hag a roio sikour d’ehoc’h n’euz fors e pe seurt stad reuzeudik ec’h en em gavfac’h.




ann unan var’nn ugent a viz gouere


SANT TENENAN, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet enn Irland, var a lavar lod, e Bro-Zaoz, var a lavar lod all. He dud a ioa tud a lignez huel, mes tud a zoujans Doue oant ive. He lakaat a rejont abred er skol gant eur belek santel, he hano Karantek, hag o veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz da veza habil e berr amzer. Mes ne istime netra skianchou ar bed e skoaz skiant ar Zent, hag houma eo a boanie da zeski dreist peb tra. Pa oue echu he studi ganthan, e oue kaset gant he dad da balez ar roue. Eno e c’hounezaz eur viktor gaer varnezhan he-unan, ha setu ama penaoz. Ne oa er palez den iaouank ebed ker fur ha ker koant hag hen, hag abalamour da ze oa karet gant ann holl. Abarz ar fin, unan euz a blac’hed a henor ar rouanez a lakeaz enn he spered e renke kaout anezhan da bried, ha ne espernaz netra evit dont a benn euz he zaol. Mes Tenenan en doa great he zonj da viret ato ar jastete, ha gant aoun na vije touellet gant ann dimezell-ze, e c’houlennaz digant Doue ar c’hras da goll he c’hened. Doue a zelaouaz he bedenn hag a zigasaz d’ezhan eur c’hlenved heuzuz : he gorf holl a oue goloet a lorgnez enn eunn hevelep feson ma’z oa eunn donjer sellet outhan. Kerkent e vougaz ann tan e kaloun ann dimezell, hag ar Zant a zistroaz d’ar gear.

He dud o devoue beac’h oc’h he anaout, ker chenchet oa. Mantret oant o velet e pe stad edo ; mes hen ho c’honzole enn eur lavaret : « — Doue eo en deuz digaset d’inn ar c’hlenved-ma, ha Doue am fareo ive pa blijo ganthan. » Ar pez a lavare a deuaz da veza guir ;