savaz tiez nevez evit ann emzivaded e Bresia, e Bergamm hag e Komm. E Bergamm e savaz daou zoken, unan evit ar botred hag eunn all evit ar merc’hed. Eno e savaz ive eunn ti a repu, ar seurt n’oa ket bet guelet c’hoaz er vro : ann ti-ma a ioa evit rei digemer d’ar merc’hed fall a felle d’ezho kuitaat ho dizursiou ha distrei ouz Doue dre eur guir binijenn.
Goudeze ec’h en em dennaz enn eur geriadenn hanvet Somasko, hag er geriadenn-ma e tremenaz ann nemorant euz he vuez. Evelato mont a eure c’hoaz da Vilan ha da Bavii, hag eno e tastumaz adarre bandennadou minored paour. Gant sikour tudchentil vad ha pinvidik e pourveaz ar vinored-se a lojeiz, a vara hag a zillad, evel en doa dija pourveet eur maread re all. Karga a reaz, ouspenn, mistri great dioc’h he zorn da rei d’ezho eunn deskadurez kristen.
O veza distroet da Zomasko, ar Zant a iea enn hanv da vidi ha da endramm asambles gant ann dud divar ar meaz, hag epad ann amzer-ze e komze d’ezho euz a Zoue hag euz guirioneziou ar feiz. He-unan e kribe ho fenn d’ar vugale hag e louzaoue gouliou ar re glanv : meur a hini a oue pareet ganthan dre virakl.
Azioc’h ar geriadenn ez oa eur menez, hag er menez-se, eur c’havarn. Jerom Emilian en em dennaz erfin er c’havarn-ma, hag eno e kastize he gorf a daoliou fouet. Chom a rea hed ann deiz heb dibri tamm, hag enn noz e chome ive pell hag hirr da bedi ha da vedita. Evelse e felle d’ezhan paea da justis Doue ar boan dleet d’he bec’hejou he-unan ha da bec’hejou ar re all.
Ar vosenn o veza deuet er vro, ar Zant a redaz dioc’htu var dro ar re a ioa taget ganthi. Hogen, paka a reaz he-unan ar c’hlenved, ha prest goude e varvaz leun a veritou, d’ann eiz a viz c’houevrer euz ar bloaz 1537, oajet a c’houec’h vloaz hag hanter-kant.
Ar zant-ma, o veza bet taolet enn eur prizoun tenval karget a jadennou, en em voestlaz d’ar Verc’hez enn eur vouela dourek d’he bec’hejou, ha kerkent ar vamm benniget-se e devoue truez outhan. O