Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/507

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 a C’houere
499
sant jerom emilian

ann enebourien, hag ar re-ma hen taolaz enn eur prizoun tenval gant eur jadenn enn dro d’he c’houzoug, eunn all enn dro d’he zaouarn hag eunn all en dro d’he dreid.

Oc’h en em velet enn eur stad ker reuzeudik, ann den iaouank en em voestlaz d’ar Verc’hezenn eur vouela dourek d’he bec’hejou, ha kerkent ar vamm benniget-se e devoue truez outhan. Diskenn a reaz enn he brizoun e kreiz eur sklerijenn gaer, lamet a eure diganthan he jadennou, ha goudeze e kasaz anezhan, a dreuz arme ann enebourien, betek dor kear Treviz. Pa oue erruet er gear-ma, Jerom a lakeaz he jadennou a-istribill dirak aoter ann Itroun Varia, ha divar neuze e chenchaz buez a-grenn.

O veza distro da Veniz, Jerom a implijaz he holl zanvez o pourvei da ezommou ann dud paour, ha dreist holl da ezommou ar vugale o doa kollet ho zud epad ar vrezel, pe dre ar c’hlenvejou a ioa deuet da heul ar vrezel. Ar vugale-ze a veze guelet oc’h astenn ho dorn dre ar ruiou ha var ar plasennou. Mes ar Zant a iea he-unan dh’o c’hlask ha d’ho dastum ; fermi a eure eunn ti evit ho loja, hag enn ti-ma e lakea deski d’ezho ar micheriou a ioa dioc’h ho doare.

Goulskoude muioc’h a c’hoant en doa c’hoaz da zavetei ho ene eget da bourvei da ezommou ho c’horf. Abalamour da ze e rea d’ezho lavaret ho Fater bep mintin heb mank ebed, ha klevet devotamant ann offerenn. Diou vech bemdez, araok ha goude al labour, e veze great katekiz d’ezho, hag enn eur voalc’hi ho daouarn abarz dibri ho fred e lavarent ar Miserere mei evit anaoun ar purkator. Urs o doa da vont da govez eur vech er miz ha d’ar goueliou braz, ha da genver ar goueliou-ma Jerom ho c’hase da ober tro kear enn eur gana litaniou ar Verc’hez. Keriz holl a zirede da zellet outho, hag ann darn vuia a lenve gant ar joa ouz ho guelet ; lod all a gane Ora pro nobis asambles gantho.

Etre daou, sant Kajetan a erruaz e Veniz gant he vignoun Per Karaffa, ha dre ho ali Jerom a ieaz da ober e leac’h all ar pez en doa dija great enn he vro. Heb dale e