Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/474

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
466
7 a C’houere
santez pulkerii, guerc’hez

linet var bez sant Per. Kerkent Trankuillin a lavaraz oa eur vez e skuillje ar merc’hed ho goad evit Jezuz-Krist araok ar goazed, ha setu hen raktal er meaz euz a di Gastul hag euz a balez ann impalaer evit mont da bedi var bez sant Paol. Paket e oue eno gant ar baianed evel mac’h espere he-unan, ha, var a gounter, e oue lazet gant ar bobl a daoliou mein araok ma oue gellet he gas d’ar prizoun. He gorf a oue stlapet er ster ; mes tennet e oue ac’hano asambles gant hini santez Zoe, ha goudeze e oue enterret gant henor. Ar re hen enterraz avad a oue ho-unan lakeat d’ar maro. Merzerenti sant Trankuillin a erruaz e tro ar bloaz 286.


SONJIT ERVAD

Pa oue goulennet outhan ha kredi a rea euz a greiz he galoun e c’helle Jezuz-Krist he barea ha pardouni d’ezhan noll bec’hejou he vuez tremenet, ar zant-ma a respountaz a vouez huel : « — Ia, kredi a rann e c’hell Jezuz-Krist rei d’inn ieched ar c’horf ha iec’hed ann ene. Mes, gant ma pardouno d’inn va fec’hejou, ne rann ket a fors hag e chomfenn ato klanv goude beza resevet ar vadiziant. » Evelse ive ar pez a dleomp da c’houlenn digant Doue dreist peb tra enn hor pedennou eo ar grasou m’on euz ezomm anezho evit ober hor. zilvidigez. Goudeze evelato n’e ket difennet ouzomp goulenn diganthan grasou all, evel ar iec’hed pe eur vuez hirroc’h, gant ma vezimp bepred rezinet d’he volontez e goeled hor c’haloun.





ar seizved devez a viz gouere


SANTEZ PULKERII, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma e devoue ann henor da veza merc’h ha merc’h-vihan, c’hoar ha, pried da eunn impalaer ; mes ann dra-ze a zo nebeut a dra e skoaz ar brud hag ar c’hloar a dennaz var he hano dre he aked da zifenn ar feiz katholik a enep ann heretiked euz he amzer. Ne oa nemed nao bloaz pa varvaz ann impalaer Arkaad, he zad ; mes bez’e devoa dija eur furnez dreist he oad, ha setu perak ar re a oue karget da c’houarn ar rouante-