Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/473

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 a C’houere
465
sant trankuillin, merzer

d’ann daoulin raktal evit pedi ann Aotrou Doue da rekoumpansi feiz Trankuillin enn eur rei d’ezhan var eunn dro iec’het ar c’horf ha iec’het ann ene. Ho fedenn a oue selaouet, ha Trankuillin en em gavaz pare var ann heur : diskenn a c’hellaz he-unan e pinsin ann dour da vadezi heb kaout sikour digant den.

Etre daou e oue galvet dirak ar prefet Kromaz ; rak echu oa ann termen roet d’ezhan evit lakaat he zaou vab da ginnig ezans d’ann idolou. « — Ac’hanta, eme ar prefet, petra oc’h euz da lavaret d’inn euz ho taou vab ? Treac’h oc’h bet d’ezho abarz ar fin ? » Trankuillin a respountaz : « — Ho trugarekaat a rann, Kromaz, abalamour m’oc’h euz gortozet eur miz gantho ; rak epad ann amzer-ze me a zo deuet ive da veza kristen ha bet em euz, ouspenn, ar c’hras da veza pareet dioc’h ar remm a ioa krog ennon abaoue keit all. »

Ar c’homzou diveza-ma a ieaz doun e kaloun ar prefet ; rak hen en doa ive ar c’hlenved-se. Goulskoude ne ziskouezaz netra abalamour ma’z oa paianed all eno ; mes ordren a reaz kas Trankuillin d’ar prizoun enn eur lavaret e vije barnet divezatoc’h. Pa deuaz ann noz avad, e lakeaz he gerc’hat ac’hano dre guz evit klevet ganthan petra en doa great evit en em barea dioc’h ar remm. « — N’em euz great netra, eme Drankuillin, nemed kredi e Jezuz-Krist, ha mar kirit me zigaso ive d’ho kaout ann hini en deuz desket dinn al louzou-ze. » Kromaz o veza asantet, Trankuillin a ieaz da glask Sebastian, hag ar zant-ma a c’hounezaz ive d’ar feiz ar prefet hag he vab Tiburs.

Heb dale e oue muioc’h a veac’h c’hoaz var ar gristenien, hag eur maread anezho en em dennaz er meaz euz a gear evit savetei ho buez. Mes Trankuillin hag he vugale a jomaz e Rom asambles gant sant Sebastian hag ar pab. En em zastum a rejont holl e palez ann impalaer he-unan, e ti eunn offlser a ioa he hano Kastul, hag enn ti-ma e tremenent ho amzer o pedi hag o iun da c’hortoz ar pez a blichese gant Doue a c’hoarvezche gantho.

Eunn devez, e klevchont lavaret oa bet merzeriet santez Zoe, greg Nikostrat, abalamour m’oa bet kavet daou-