Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/475

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 a C’houere
467
santez pulkerii, guerc’hez

lez, da c’hortoz ma vije major he breur Theodoz, ne reant morse netra heb goulenn kuzul diganthi. Ar vro o veza e peoc’h d’ann ampoent, ann holl a grede n’oa ken kaoz da gement-se nemed vertuziou ha santelez ar brinsez iaouank.

Houma a veve enn he falez evel eul leanez enn he c’houent. Sevel a rea enn noz da bedi Doue, pell e chome da vedita, ha kustumm oa ive da gastiza he c’horf dre bep seurt pinijennou. D’ann oad a bevarzek vloaz, e voestlaz he guerc’hded da Zoue. Lakaat a eure ober eunn aoter euz ar re gaera evit iliz Konstantinopl, ha var ann araok euz ann aoter-ze oa merket e roe anezhi evel eunn testeni solanel euz ar veu e doa great.

Pulkerii a zervichaz da vamm d’he c’hoarezed ; mes poania a reaz muioc’h c’hoaz da gelenn ervad he breur, petra bennag ne oa nemed bloaz pe zaou kosoc’h evithan. Doue a vennigaz he foan, ha Theodoz a oue skouer ann impalaered kristen keit ha ma sentaz ouz he c’hoar. Mes ann teodou fall a droaz he galoun, hag ar Zantez en em dennaz er meaz euz ar palez hag er meaz euz a gear evit beva he-unan gant Doue. Gras e kave beza evelse pell dioc’h trouz ar bed, ha gellout tremen he holl amzer o pedi hag o vedita.

Mes allaz ! kerkent ha ma oue eat kuit euz a balez ann impalaer, ar peoc’h hag ann euruzded a dec’haz ive euz ar rouantelez. Neuze he breur a anavezaz he faot hag a c’halvaz anezhi da zont enn dro. Dont a eure ; mes ne jomchont mui pell asambles. Theodoz a varvaz prest goude, ha Pulkerii a heritaz euz he gurunenn. Pa oue pignet var ann tron, e timezaz da eur jeneral, he hano Marsian, goude beza en em glevet ganthan da veva ato ho daou evel breur ha c’hoar. Kredi a rea e vije easoc’h d’ezhi gouarn ar rouantelez p’e devije eur goaz d’he zikour.

D’ar mare-ze e savaz diou herezi nevez etouez ar gristenien, hini Nestorius hag hini Eutiches. Nestorius a lavare ez oa e Jezuz-Krist daou bersounach, persounach Doue ha persounach ann den, hag Eutiches a lavare, er c’hountrol, n’ez oa nemed eunn natur.